Ne chomjomp ket da lugudenniñ nemet diouzh ret e Jameston hag aleshont e krogas hon daou lestr da vordeiñ a-gevret war-du Havana, e Kuba, nad eo ket un enezenn met baradoz an douar, baradoz ar c'hwezh-vat, ar bleunioù, ar frouezh, ar segalennoù hag ivez ar merc'hed koant be goantoc'h, rak gwech ebet e-keit ma vevis eno n'eo degouezhet din kejañ gant ur vaouez divalav.
Ha diwallit, tudoù, d'ober eveldon ha da lakaat en ho penn ne goust netra ar butun er gêr-se : nann da, gaou eo ar vartezeadenn-se ha ken ker ha n'eus forzh pelec'h e vez gwerzhet du-hont ar segalennoù a dalv ar boan bezañ tanet.
An deiz kentañ goude koan, e teuas d’hor bete, ha war e lerc’h un ucher e vragoù berr, gant ur chadenn arc’hant en e gerc’henn ha dindan e gazel ur pikol bouestad segalennoù, ha sed amañ petra ’glevjomp diagnt e vestr : « Aotronez ker, emezañ, ho trugarekaat a ran a-greiz-kalon evit ur sonadeg ken dudius, hogen un draig am befe da c’houlenn diganeoc’h.
ur bechad segalenn
Alies e teue da Grec’h Elies da zivizout diwar-benn an amzer dremenet gant e ostizez gwechall ha gwisket e veze d’e dro e-giz un Aotrou, gant ul levitenn vezher du, ha dezhañ un tog heñvel ouzh hini Churchill, met segalenn ebet ne vutune, gant aon emichañs rak foraniñ ar madoù ne oa ket ar gwir berc’henn anezho.
Mots précédents
Mots suivants
segalenn