Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Roll deliennoù butun n'int ket bet drailhet, hiroc'h ha tevoc'h eget ur sigaretenn. Butunat ur segalenn, ur mell segalenn. Segalennoù Kuba. Ur voestad segalennoù. HS. sigaretenn.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Ne chomjomp ket da lugudenniñ nemet diouzh ret e Jameston hag aleshont e krogas hon daou lestr da vordeiñ a-gevret war-du Havana, e Kuba, nad eo ket un enezenn met baradoz an douar, baradoz ar c'hwezh-vat, ar bleunioù, ar frouezh, ar segalennoù hag ivez ar merc'hed koant be goantoc'h, rak gwech ebet e-keit ma vevis eno n'eo degouezhet din kejañ gant ur vaouez divalav.

1954
Daveenn : VAZA p.96

Ha diwallit, tudoù, d'ober eveldon ha da lakaat en ho penn ne goust netra ar butun er gêr-se : nann da, gaou eo ar vartezeadenn-se ha ken ker ha n'eus forzh pelec'h e vez gwerzhet du-hont ar segalennoù a dalv ar boan bezañ tanet.

1954
Daveenn : VAZA p.96

An deiz kentañ goude koan, e teuas d’hor bete, ha war e lerc’h un ucher e vragoù berr, gant ur chadenn arc’hant en e gerc’henn ha dindan e gazel ur pikol bouestad segalennoù, ha sed amañ petra ’glevjomp diagnt e vestr : « Aotronez ker, emezañ, ho trugarekaat a ran a-greiz-kalon evit ur sonadeg ken dudius, hogen un draig am befe da c’houlenn diganeoc’h.

1954
Daveenn : VAZA p.151

ur bechad segalenn

1955
Daveenn : VBRU p.190 gerioù tregeriat rik (e galleg "un mégot").

Ofis publik ar brezhoneg