Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

V. I. V.k.e. 1. Sankañ (udb.) dre voustrañ pe skeiñ warnañ. E-kreiz he c'halon he deus siket ar gontell. Sikañ ur peul, un tach. HS. plantañ. 2. Dre ast. Lakaat da vont (en udb.). Pep hini a sikas e garn en e c'hodell. Izabel he deus siket dezhañ en e sac'h ur skolpennad bara. & Trl. skeud. Sikañ e viz en toull : kavout ar wirionez. [1924] Siket ec’h eus da viz en toull : Lellig an Touz, eme Jarlig a oa tad-kozh tad-kozhioù [sic] Lellig. & Trl. Sikañ udb. en e empenn : soñjal e ober, ijinañ e ober. Biskoazh en e empenn n'en doa siket penaos e c'halle restaoliñ d'ar barner an deroù-mat bet digantañ. DHS. bountañ, choukañ. HS. sankañ. II. V. em. EN EM SIKAÑ. 1. Mont don. [1924] An drein en em sikas, en em voutas, ha don, en kig ar gazeg. [1925] Eno ar paourkaezh gober a chomas start : evel ur yenn eo en em siket entre div beg garreg. Eno e chomo. 2. Dre skeud. Chom en un doare padus (e koun ub.). En e goun en em sikas ar gentel roet dezhañ.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

Siket ec’h eus da viz en toull : Lellig an Touz, eme Jarlig a oa tad-kozh tad-kozhioù [sic] Lellig.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 41, p.945 (Mae 1924)

Kroc’hen ar c’had a zo bet siket gant ar vugale en un toull don e-barzh o liorzh. Piv ac’h aio eno d’e c’hlask ? Den ebet.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.977 (Even 1924)

Imoriek ’ta e oa ar paotr ha dalc’het en devoa c’hoazh war e beñsoù blaz gwialenn ar Barner ; biskoazh evelkent en e empenn n’en devoa bet siket penaos, un devezh, e c’hallje, eñ paourkaezh reuzeudik, restaoliñ d’ar barner an derou mat, bet digantañ, pe war e c’hourc’hemenn, er sal vras ar presbital.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1031 (Gouere-Eost 1924)

An drein en em sikas, en em voutas, ha don, en kig ar gazeg. Hag hi da rual, da hijal he lost, da c’hourignal.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1033 (Gouere-Eost 1924)

Ar merc’hed yaouank ivez, ar re o dije c’hoant dimeziñ… — Holl ! eme Jarlig kozh, holl !… — … n’o devoa nemet sikañ dezhañ ur spilhenn en e droad dehou evit bezañ sur da zimeziñ er bloaz...

1925
Référence : BILZ2 p.136

[Ur] riz er gouel bras, gant he gouel stae hag he fok bihan, ar Vran a sik he diaraog el lamm. An taolioù-mor a freg war ar pont.

1925
Référence : BILZ2 p.171

Eno ar paourkaezh gober a chomas start : evel ur yenn eo en em siket entre div beg [sic, "daou veg"] garreg. Eno e chomo.

1925
Référence : BILZ2 p.173

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux