V.
I.
V.k.e.
1. Sankañ (udb.) dre voustrañ pe skeiñ warnañ.
E-kreiz he c'halon he deus siket ar gontell. Sikañ ur peul, un tach.
HS. plantañ.
2. Dre ast.
Lakaat da vont (en udb.).
Pep hini a sikas e garn en e c'hodell. Izabel he deus siket dezhañ en e sac'h ur skolpennad bara.
&
Trl. skeud.
Sikañ e viz en toull : kavout ar wirionez.
[1924] Siket ec’h eus da viz en toull : Lellig an Touz, eme Jarlig a oa tad-kozh tad-kozhioù [sic] Lellig.
&
Trl.
Sikañ udb. en e empenn : soñjal e ober, ijinañ e ober.
Biskoazh en e empenn n'en doa siket penaos e c'halle restaoliñ d'ar barner an deroù-mat bet digantañ.
DHS. bountañ, choukañ.
HS. sankañ.
II.
V. em.
EN EM SIKAÑ.
1. Mont don.
[1924] An drein en em sikas, en em voutas, ha don, en kig ar gazeg.
[1925] Eno ar paourkaezh gober a chomas start : evel ur yenn eo en em siket entre div beg garreg. Eno e chomo.
2. Dre skeud.
Chom en un doare padus (e koun ub.).
En e goun en em sikas ar gentel roet dezhañ.
Siket ec’h eus da viz en toull : Lellig an Touz, eme Jarlig a oa tad-kozh tad-kozhioù [sic] Lellig.
Siket ec’h eus da viz en toull : Lellig an Touz, eme Jarlig a oa tad-koz tad-koz-iou Lellig.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 41, p.945 (Mae 1924)
Kroc’hen ar c’had a zo bet siket gant ar vugale en un toull don e-barzh o liorzh. Piv ac’h aio eno d’e c’hlask ? Den ebet.
Kroc’hen ar c’had a zo bet siket gant ar vugale en eun toull doun e-barz o liorz. Piou ac’h aio eno d’e c’hlask ? Den ebet.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 42, p.977 (Even 1924)
Imoriek ’ta e oa ar paotr ha dalc’het en devoa c’hoazh war e beñsoù blaz gwialenn ar Barner ; biskoazh evelkent en e empenn n’en devoa bet siket penaos, un devezh, e c’hallje, eñ paourkaezh reuzeudik, restaoliñ d’ar barner an derou mat, bet digantañ, pe war e c’hourc’hemenn, er sal vras ar presbital.
Imoriek (1) ’ta e oa ar pôtr ha dalc’het an nevoa c’hoaz war e bensou blaz gwialenn ar Barner ; biskoaz evelkent en e empenn n’an nevoa bet siket penôs, eun devez, e c’hallje, hen paour kêz reuzeudik, restôli d’ar barner an derou mat, bet digantan, pe war e c’hourc’hemenn, er zal vras ar presbital.
Ar merc’hed yaouank ivez, ar re o dije c’hoant dimeziñ… — Holl ! eme Jarlig kozh, holl !… — … n’o devoa nemet sikañ dezhañ ur spilhenn en e droad dehou evit bezañ sur da zimeziñ er bloaz...
Ar merc’hed yaouank ive, ar re o dije c’hoant dimei… — Holl ! eme Jarlig koz, holl !… — … n’o devoa nemet sika d’ean eur spilhenn en e droad dehou evit bea sur da zimei er blâ…
1925
Daveenn :
BILZ2
p.136
[Ur] riz er gouel bras, gant he gouel stae hag he fok bihan, ar Vran a sik he diaraog el lamm. An taolioù-mor a freg war ar pont.
Euz [sic, "eur"] riz er gouel bras, gant he gouel stê hag he fok bihan, ar Vran a sik he diarog el lamm. An tôliou-mor a freg war ar pont.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.171
Eno ar paourkaezh gober a chomas start : evel ur yenn eo en em siket entre div beg [sic, "daou veg"] garreg. Eno e chomo.
Eno ar paour kêz gober a chomas start : evel eur yenn eo en em siket entre diou beg [sic, "daou veg"] garreg. Eno e chomo.