1. (db. an amzer)
Sec'h ha yen.
Un nozvezh hag a oa skeltr an amzer. Skeltr eo an amzer, kregiñ a ra ervat an tan.
DHS. put, treut.
HS. rip.
2. (db an amzer, al livioù) Sklaer.
Skeltr eo an oabl. Dilhad skeltr zo aes da saotrañ.
3. (db. al liñvennoù)
Boull.
4. (db. an edeier)
Tanav.
DHS. rouez.
HS. gloev.
ES. stank.
5. (db. al lec'hioù dh.)
A zasson, a glever mat ar son ennañ.
Skeltr eo an iliz-mañ. En aer skeltr e tassonas youc'hadennoù.
DHS. skiltr.
6. Dre ast. (db. an divskouarn)
War evezh.
Skeltr eo ho skouarn ganeoc'h.
DHS. skiltr.
7. A lugern.
Daoulagad skeltr evel an tan.
HS. flamm, skedus, spis, splann.
8. Dre ast.
Zo gwisket gant dilhad mistr, kempenn.
Honnezh zo skeltr ha ouesk.
9. Trl.
Bezañ skeltr e benn : na vezañ ken lemm e spered ha ma vez diouzh boaz, na vezañ barrek da soñjal ha d'efivoriñ evel boaz, diwar ur barr skuizhder pe from prl.
Me eo skeltr ma fenn.
Eno… ar besketaerien — e-unan en devoa klevet anezhe en ti-nezañ o lavaret — pa vezent o tragiñ war an aod, skeltr an noz, meur a wech o devoa bet klevet youc’hadennoù euzhus ar paourkaezh tremeniad muntret war al Lev.
Eno… ar besketerien — e-unan an nevoa klevet anê en ti-nean o lavaret — pa vijent o tragi war an ôd, skeltr an noz, meur a wech o devoa bet klevet youc’hadennou euzus ar paour kêz tremeniad muntret war al Leo.
1925
Référence :
BILZ2
p.124
Div lev tro-war-dro, e oa bet klevet ar jabadao a-dreuz ha dreist ar maezoù, dindan teñvalijenn an noz sioul ha skeltr.
Diou leo tro-war-dro, e oa bet klevet ar jabadao a-dreuz ha dreist ar mêzou, dindan tenvalijenn an noz sioul ha skeltr.