Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an amzer) Sec'h ha yen. Un nozvezh hag a oa skeltr an amzer. Skeltr eo an amzer, kregiñ a ra ervat an tan. DHS. put, treut. HS. rip. 2. (db an amzer, al livioù) Sklaer. Skeltr eo an oabl. Dilhad skeltr zo aes da saotrañ. 3. (db. al liñvennoù) Boull. 4. (db. an edeier) Tanav. DHS. rouez. HS. gloev. ES. stank. 5. (db. al lec'hioù dh.) A zasson, a glever mat ar son ennañ. Skeltr eo an iliz-mañ. En aer skeltr e tassonas youc'hadennoù. DHS. skiltr. 6. Dre ast. (db. an divskouarn) War evezh. Skeltr eo ho skouarn ganeoc'h. DHS. skiltr. 7. A lugern. Daoulagad skeltr evel an tan. HS. flamm, skedus, spis, splann. 8. Dre ast. Zo gwisket gant dilhad mistr, kempenn. Honnezh zo skeltr ha ouesk. 9. Trl. Bezañ skeltr e benn : na vezañ ken lemm e spered ha ma vez diouzh boaz, na vezañ barrek da soñjal ha d'efivoriñ evel boaz, diwar ur barr skuizhder pe from prl. Me eo skeltr ma fenn.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Eno… ar besketaerien — e-unan en devoa klevet anezhe en ti-nezañ o lavaret — pa vezent o tragiñ war an aod, skeltr an noz, meur a wech o devoa bet klevet youc’hadennoù euzhus ar paourkaezh tremeniad muntret war al Lev.

1925
Daveenn : BILZ2 p.124

Div lev tro-war-dro, e oa bet klevet ar jabadao a-dreuz ha dreist ar maezoù, dindan teñvalijenn an noz sioul ha skeltr.

1925
Daveenn : BILZ2 p.159

Ur gaer a nozvezh skeltr e oa

2012
Daveenn : DJHMH p24

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial