1. (db. korf, izili an dud)
Zo sonnet.
Ken sonnet e oa e vizied ma voe bec'h ouzh o digeriñ.
&
Trl.
N'out ken nemet un den sonnet : gwall ziampart out.
2. Ent strizh (db. organoù zo)
Zo reutaet ha kaledet gant ar sonnañ (I 3).
Ur c'halc'h sonnet.
3. (db. al liñvennoù)
Aet kalet, kaouledet.
4. (db. ar boued)
Poazhet diwar-c'horre dre berzh an tan flamm.
An tamm kig-mañ n'eo ket sonnet. Ar bara-mañ zo sonnet met n'eo ket poazh.
5. YEZHAD.
Troienn sonnet : a implijer atav hep kemm tra enni.
"Ha mat pell zo" zo un droienn sonnet.
Hag ar person "intru" d’en em sachañ er-maez eus e garrbont. Mes, siwazh ! sonnet eo e zivesker, brevet e gorf, sklaset e izili, pounner ha boudinellet e benn !
Hag ar persoun "intru" d’en em jacha er meaz euz he garpount. Mez, siouaz ! sounnet eo he zivesker, brevet he gorf, sklaset he izili, pounner ha boudinellet he benn !
1877
Référence :
EKG.I.
p.130
Ar sakrist a chome evel sonnet ; e vugale, dre gwerzhidi dor o gweleoù, a selle gant spont ouc’h ar chouanted a lugerne o armoù gant an tamm sklerijenn a deue dre ar prenestr.
Ar zakrist a jomme evel sounnet ; he vugale, dre guerzidi dor ho gueleou, a zelle gant spount ouc’h ar chouanted a lugerne ho armou gand an tamm sklerijenn a deue dre ar prenestr.
1877
Référence :
EKG.I.
p.112
Alies, dirak ar mor, e chome sonnet da heul war ar wagenn hent ur vag pe hini ul lestr, pe a-dreuz an oabl nij ar gwennilied, nij ar brini-mor.
Alïes, dirag ar mor, e chome sounnet da heuilh war ar wagenn hent eur vag pe hini eul lestr, pe a-dreuz an oabl nij ar gwennilied, nij ar brini-mor.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 42, p.974 (Even 1924)
Ha Bilzig hualet, sparlet gante, a chomas eno, sonnet dirak ar sakrist.
Ha Bilzig hualet, sparlet gante, a chomas eno, sonnet dirak ar zakrist.
1924
Référence :
BILZ1
Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)
War ar c’harr, dic’horziaouet, korf sonnet-marv un den yaouank kaer e vlev rodellek.
War ar c’harr, dic’horziaouet, korf sounnet-maro eun den yaouank kaer e vleo rodellek (3).
1924
Référence :
SKET.II
p.38
Eno e chomont evel sonnet, hag e kav dezho, war a lavaront, emañ an dour o sevel dreist d'o fenn, ha ne c'hellont ket sevel o brec'h ken.