Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. korf, izili an dud) Zo sonnet. Ken sonnet e oa e vizied ma voe bec'h ouzh o digeriñ. & Trl. N'out ken nemet un den sonnet : gwall ziampart out. 2. Ent strizh (db. organoù zo) Zo reutaet ha kaledet gant ar sonnañ (I 3). Ur c'halc'h sonnet. 3. (db. al liñvennoù) Aet kalet, kaouledet. 4. (db. ar boued) Poazhet diwar-c'horre dre berzh an tan flamm. An tamm kig-mañ n'eo ket sonnet. Ar bara-mañ zo sonnet met n'eo ket poazh. 5. YEZHAD. Troienn sonnet : a implijer atav hep kemm tra enni. "Ha mat pell zo" zo un droienn sonnet.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

sonnet

1732
Daveenn : GReg pg dresser (élever), figé (-ée)

Hag ar person "intru" d’en em sachañ er-maez eus e garrbont. Mes, siwazh ! sonnet eo e zivesker, brevet e gorf, sklaset e izili, pounner ha boudinellet e benn !

1877
Daveenn : EKG.I. p.130

Ar sakrist a chome evel sonnet ; e vugale, dre gwerzhidi dor o gweleoù, a selle gant spont ouc’h ar chouanted a lugerne o armoù gant an tamm sklerijenn a deue dre ar prenestr.

1877
Daveenn : EKG.I. p.112

Alies, dirak ar mor, e chome sonnet da heul war ar wagenn hent ur vag pe hini ul lestr, pe a-dreuz an oabl nij ar gwennilied, nij ar brini-mor.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

Ha Bilzig hualet, sparlet gante, a chomas eno, sonnet dirak ar sakrist.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

War ar c’harr, dic’horziaouet, korf sonnet-marv un den yaouank kaer e vlev rodellek.

1924
Daveenn : SKET.II p.38

Eno e chomont evel sonnet, hag e kav dezho, war a lavaront, emañ an dour o sevel dreist d'o fenn, ha ne c'hellont ket sevel o brec'h ken.

1985
Daveenn : DGBD p85

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial