[1732, 1850, 1931] Sammad arc'hant paeet gant pep den evit ur pred boued kemeret a-gevret.
Paeañ pep hini e skod.
&
Trl. skeud.
Hep skod na loj : hep arc'hant na ti, paour-tre.
Ret e vefe kaout tiez evit an holl dud paour zo hep skod na loj.
2. Dre ast.
Sammad arc'hant a baeer evit emezelañ en ur strollad, ur gevarzhe, h.a.
3. (er c'hoarioù, er c'hlaoustreoù)
Sammad arc'hant (prl.) a zegouezho gant ar gounezer.