Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

I. A. 1. Skoasell. Drastañ kirri ha kezeg er skoselloù. Strebotiñ ouzh ar skoselloù. 2. Karreg-tarzh. Diwall diouzh ar skoselloù ouzh an aod-se. B. Dre skeud. 1. Pezh a ro bec'h d'an den, skoilh. Gwall skosell eo evit ar re ne gomzont ket saozneg. Skoselloù dañjerus an oad-se. Ar skoselloù a gaver er bed e-kreiz an enorioù. 2. Plegenn ziaes. Ar spered-se a zalc'h hon dastumadennoù brezhonek en o skosell. Kouezhañ ag ur skosell d'an arall. II. Gwechad stroñsañ. HS. hejadenn, stroñs, stroñsadenn.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

skosell gg. [...] (ger a Wened ; e lec’h-all "sklosenn" kentoc’h).

1923
Référence : SKET p.191, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "brisant (écueil)".

Hepdale, du-mañ du-hont eus goueled ar mor e tiguzhas ur c’herreg bennak ma tarzhas outo an tonnoù oc’h eonenniñ, hag e voe tro enezennoù a c’hlazennas hag en em c’hourizas a skoselloù.

1923
Référence : SKET p.29

Aes merdeiñ er c’hanioù, pa n’eus enno na reuzeulenn-draezh na skosell, nemet dour don ha splann bepred.

1924
Référence : SKET.II p.47

Aber ar stêr a zo dirazi ur c’haead skoselloù ma tremen a-dreuz dezhañ, en ur c’hourdarzhañ, ar mor-Bras a-bezh.

1924
Référence : SKET.II p.41

kaead (skoselloù)

1924
Référence : SKET.II p.119 « Geriadurig », " barrière (d’écueils)".

skosell

1931
Référence : VALL pg brisant

Kenderc'hel a ra o zraonienn gant kanolioù donik a-walc'h o kammigellañ etre inizi diniver ar skjaergaard (pe liorzh skoselloù).

1943
Référence : TNKN p46

Note d'étude

A-du emañ an Here ha Roparz Hemon evit lakaat ar ger-mañ benel. VALL a lakae gourel (da gentañ) ha benel (da c'houde).

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux