I.
A.
1. Skoasell.
Drastañ kirri ha kezeg er skoselloù. Strebotiñ ouzh ar skoselloù.
2. Karreg-tarzh.
Diwall diouzh ar skoselloù ouzh an aod-se.
B. Dre skeud.
1. Pezh a ro bec'h d'an den, skoilh.
Gwall skosell eo evit ar re ne gomzont ket saozneg. Skoselloù dañjerus an oad-se. Ar skoselloù a gaver er bed e-kreiz an enorioù.
2. Plegenn ziaes.
Ar spered-se a zalc'h hon dastumadennoù brezhonek en o skosell. Kouezhañ ag ur skosell d'an arall.
II.
Gwechad stroñsañ.
HS. hejadenn, stroñs, stroñsadenn.
skosell gg. [...] (ger a Wened ; e lec’h-all "sklosenn" kentoc’h).
1923
Daveenn :
SKET
p.191, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "brisant (écueil)".
Hepdale, du-mañ du-hont eus goueled ar mor e tiguzhas ur c’herreg bennak ma tarzhas outo an tonnoù oc’h eonenniñ, hag e voe tro enezennoù a c’hlazennas hag en em c’hourizas a skoselloù.
Heb dale, du-man du-hont eus goueled ar mor e tiguzas eur c’herreg bennak ma tarzas outo an tonnou oc’h eonenni, hag e voe tro enezennou a c’hlazennas hag en em c’hourizas a skosellou.
1923
Daveenn :
SKET
p.29
Aes merdeiñ er c’hanioù, pa n’eus enno na reuzeulenn-draezh na skosell, nemet dour don ha splann bepred.
Aes merdei er c’haniou, pa n’eus enno na reuzeulenn-draez na skosell, nemet dour doun ha splann bepred.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.47
Aber ar stêr a zo dirazi ur c’haead skoselloù ma tremen a-dreuz dezhañ, en ur c’hourdarzhañ, ar mor-Bras a-bezh.
Aber ar stêr a zo dirazi eur c’haead skosellou ma tremen a-dreuz d’ezan, en eur c’hourdarza, ar mor-Bras a-bez.