1. Pezh zo skubet.
Taol ar skubadur er-maez.
DHS. pailhour.
HS. skubien.
2. Dre skeud.
Hollad an dud a vez kaset diwar-dro ha graet fae warno, diwar abeg pe abeg, en ur strollad pe ur gevredigezh.
Tud hep feiz, hep lezenn, skubadur ar vro. Ruilhet ha diruilhet evel ar skubadur eus ar bed.
DHS. distaoladenn.
HS. stlabez.
ES. begenn, flourdiliz.
3. Dre fent
Skubadur ar c'hrignol : bugel bet ganet da ziwezhañ en un tiegezh.
HS. bidoc'hig, bidorc'h, gwidoroc'h.