Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Pezh zo skubet. Taol ar skubadur er-maez. DHS. pailhour. HS. skubien. 2. Dre skeud. Hollad an dud a vez kaset diwar-dro ha graet fae warno, diwar abeg pe abeg, en ur strollad pe ur gevredigezh. Tud hep feiz, hep lezenn, skubadur ar vro. Ruilhet ha diruilhet evel ar skubadur eus ar bed. DHS. distaoladenn. HS. stlabez. ES. begenn, flourdiliz. 3. Dre fent Skubadur ar c'hrignol : bugel bet ganet da ziwezhañ en un tiegezh. HS. bidoc'hig, bidorc'h, gwidoroc'h.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

skubadur

1732
Daveenn : GReg pg balayeure (ou, balieure, ordure baliée)

skubadurioù

1732
Daveenn : GReg pg balayeure (ou, balieure, ordure baliée)

skubadur

1931
Daveenn : VALL pg balayure

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial