I.
H.g.
1. Obererezh skuilhañ.
Dre ar skuilh eus e wad prizius.
&
(impl. da anv unan)
Gwechad skuilhañ.
Ur skuilh daeroù.
2. (db. ar madoù)
Trl.
Aet e skuilh hag e ber : bet foranet.
Danvez aet e skuilh hag e ber.
3. BAGEEREZH
Ar skuilh : ar c'horn graet gant ar staon pe an aros ha gorre ar mor.
Tal ar vag zo skuilh gantañ : uhel emañ tal ar vag a-us ar mor. Ar vag a veze roet skuilh dezhi : lakaet e veze ar penn a-raok pe ar penn a-dreiiv da vont donoc'h er mor.
4. Tu skuilh : tu diavaez.
Te a dro da votoù war an tu skuilh ; me a ya war an tu dastum.
II.
1. Tr. adv.
War skuilh : en ur skuilhañ (udb.) war-du an diavaez.
Arat war skuilh : arat en ur skuilhañ douar war an tu diavaez.
2. Adv. pouez.
Barr-skuilh : leun-chouk.
Barr-skuilh a vo roet deoc'h en ho parlenn.
HS. leizh (adv hag ag.).