Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. 1. Obererezh skuilhañ. Dre ar skuilh eus e wad prizius. & (impl. da anv unan) Gwechad skuilhañ. Ur skuilh daeroù. 2. (db. ar madoù) Trl. Aet e skuilh hag e ber : bet foranet. Danvez aet e skuilh hag e ber. 3. BAGEEREZH Ar skuilh : ar c'horn graet gant ar staon pe an aros ha gorre ar mor. Tal ar vag zo skuilh gantañ : uhel emañ tal ar vag a-us ar mor. Ar vag a veze roet skuilh dezhi : lakaet e veze ar penn a-raok pe ar penn a-dreiiv da vont donoc'h er mor. 4. Tu skuilh : tu diavaez. Te a dro da votoù war an tu skuilh ; me a ya war an tu dastum. II. 1. Tr. adv. War skuilh : en ur skuilhañ (udb.) war-du an diavaez. Arat war skuilh : arat en ur skuilhañ douar war an tu diavaez. 2. Adv. pouez. Barr-skuilh : leun-chouk. Barr-skuilh a vo roet deoc'h en ho parlenn. HS. leizh (adv hag ag.).

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

skuilh

1732
Daveenn : GReg pg effusion (épanchement)

ur skuilh daeloù

1732
Daveenn : GReg pg effusion (de larmes)

skuilh

1850
Daveenn : GON.II.HV pg skul

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial