Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. (db. al liñvennoù) Lezel da redek. Skuilhañ dour war an daol. Skuilhet he deus ar podad laezh. & Dre skeud. Skuilhañ daeroù, gwad. [1954] Ac’hanta, pa voe bet lidet hec’h obidoù war an ton bras, goude ma voe bet skuilhet gant pep hini e lod a zaeroù, den ne vane da virout ouzh an intañv d’ober diouzh ma troje en e benn [...]. HS. fennañ, fuilhañ. 2. (db. an danvezioù) Lakaat a-led ar pezh zo berniet, sac'het. Skuilhañ teil en ur park. Skuilhañ temz. Skuilhañ foenn da sec'hañ. HS. fuilhañ, skignañ, strewiñ. 3. Dre skeud. Reiñ diouzh an druilh. Skuilhañ e vennozh (war ub., udb.). 4. Dre skeud. Foranañ. Na skuilhit ket ho traoù. HS. dismantrañ, drouziviañ, foeltrañ, foetañ. II. V.g. (db. al liñvennoù) 1. Redek. Ar gwad a zinaou, a skuilh eus e gostez. [1878] An holl a oar peger buan e redas dre bevar gorn Frañs keloù marv an den kriz-se, en deus lakaet skuilhañ kement a wad en hor bro. 2. Fennañ. Skuilhañ a ra an dour dreist. & Dre skeud. Barr eo ar muzul eus e bec'hedoù, skuilhañ a ra.

Skouerioù istorel : 
59
Kuzhat roll ar skouerioù

dinaouet, skuilhet

1499
Daveenn : LVBCA p58, 186 (espanduz ou mis hors)

skuilhañ

1499
Daveenn : LVBCA p186

ha dre okazion maz touetent mervel hep an sakramant a vadizant ez respontas dezhe ar werc'hez na douetent ket, [«] rak ar gwad pehini a skuilhit a vezo reputet deoc'h evit badizant.[»]

1576
Daveenn : Cath p15

skuilhañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg epancher, prodiguer, repandre, verser

skuilhañ dreist

1732
Daveenn : GReg pg couler (répandre par dessus les bords)

Sant Pêr a skuilhas daeroù druz war e bec'hed.

1732
Daveenn : GReg pg amerement (Saint Pierre pleura amérement sa faute.)

berañ, diverañ, skuilhañ en-dro

1732
Daveenn : GReg pg couler (à l'entour)

skuilhañ

1732
Daveenn : GReg pg épancher (répandre, verser)

skuilhet

1732
Daveenn : GReg pg épancher (répandre, verser)

skuilhiñ

1732
Daveenn : GReg pg épancher (répandre, verser)

skuilhiñ

1732
Daveenn : GReg pg épancher (répandre, verser)

Jezuz-Krist en deveus bet skuilhet e c'hwad evidomp-ni pec'herien

1732
Daveenn : GReg pg (Jesus-Christ a) épanché (son sang pour nous)

skuilhañ a ra ar gwin

1732
Daveenn : GReg pg (le vin s') épanche

skuilhet teil

1732
Daveenn : GReg pg fumier (Mettre le fumier par petits monceaux de distance en distance sur le champ, Leon, & ailleurs, pp.)

skuilhañ teil

1732
Daveenn : GReg pg fumier (Mettre le fumier par petits monceaux de distance en distance sur le champ, Leon, & ailleurs.)

skuilhañ

1732
Daveenn : GReg pg couler (répandre par dessus les bords)

skuilhet

1732
Daveenn : GReg pg couler (répandre par dessus les bords)

skuilhañ a ra an dour

1732
Daveenn : GReg pg (l'eau) coule (par dessus les bords)

skuilhañ a ra an dour

1732
Daveenn : GReg pg (l'eau) coule (par dessus les bords)

skuilhañ

1850
Daveenn : GON.II pg skuila (voyez "skula"), pg skula ou skuila (répandre. épancher. verser. il se dit plus particulièrement des liquides ; cependant on l'emploie encore pour dire étendre, en parlant du foin, des pois, etc., que l'on veut faire sécher. épandre).

skuilhet

1850
Daveenn : GON.II pg skula ou skuila (répandre. épancher. verser. il se dit plus particulièrement des liquides ; cependant on l'emploie encore pour dire étendre, en parlant du foin, des pois, etc., que l'on veut faire sécher. épandre. Part.)

skuilhet

1850
Daveenn : GON.II pg skula ou skuila (répandre. épancher. verser. il se dit plus particulièrement des liquides ; cependant on l'emploie encore pour dire étendre, en parlant du foin, des pois, etc., que l'on veut faire sécher. épandre. Part.)

Hi eo he deus skuilhet al laezh.

1850
Daveenn : GON.II pg skula ou skuila (c'est elle qui a répandu le lait).

Aet int da skuilhañ teil.

1850
Daveenn : GON.II pg skula ou skuila (ils sont allés épandre le fumier).

Skuilhañ daeroù druz

1850
Daveenn : GON.II pg daérou ou darou ou daélou (Répandre des larmes amères, fondre en larmes)

skuilhañ teil

1850
Daveenn : GON.II pg kardélat

skuilhañ

1850
Daveenn : GON.II pg fenna, pg skula ou skuila (répandre. épancher. verser. il se dit plus particulièrement des liquides ; cependant on l'emploie encore pour dire étendre, en parlant du foin, des pois, etc., que l'on veut faire sécher. épandre).

Nebeut a dra eo c'hoazh evit kement a vad / A skuilh eus he c'halon [sic, eus kalon] ur c'hrweg war he ziad.

1867
Daveenn : MGK p142

Petra eta ne dalvo ket / An tamm bara dezhañ roet? / Doue a skuilho war ho pro / Gant largentez e vennozhioù.

1877
Daveenn : EKG.I. p.29

N’ho pet ket aon rak archerien Montroulez ; ned aio hini da gregiñ ennoc’h nemet lammet a rafe dreist hor c’horf-ni, rak ni a skuilho betek ar berad diwezhañ eus hor gwad kentoc’h eget ho tilezel.

1877
Daveenn : EKG.I. p.12

Goap a raent eus an daeloù a skuilh ur bugel, ur pried mat pa vez o kas e dad, e vamm pe e bried d’ar bez....

1877
Daveenn : EKG.I. p.32

Ra skuilho Doue e c’hrasoù war an tiad tud vat-mañ ha war gement a raint ! Doue r’ho pinnigo, Job Karo, c’hwi, ho kwreg Klaodina an Hir, ho pugale hag an daou zen onest a zo en ho servij !

1877
Daveenn : EKG.I. p.52

Poent eo dezhañ mont da rentañ e gont da Zoue ; barr eo ar muzul eus e bec’hedoù... skuilhañ a ra...

1877
Daveenn : EKG.I. p.114

Komzoù er c’hiz-se a skuilh nerzh ha zoken un tamm levenez e kalon ar soudard paour a wel neuze, hep en em glemm, eur ar marv o seniñ evitañ, pell diouzh e vro.

1877
Daveenn : EKG.I. p.296

Ha ne gav ket deoc’h e ve an Aotrou Doue, abalamour d’o mammoù kozh, o skuilhañ e vennozh hag e drugarez war an dud-se ?

1878
Daveenn : EKG.II p.75

Goude bezañ skuilhet forzh daeloù ha disammet he c’halon, Anna a deuas enni he-unan da gentañ.

1878
Daveenn : EKG.II p.255

An holl a oar peger buan e redas dre bevar gorn Frañs keloù marv an den kriz-se, en deus lakaet skuilhañ kement a wad en hor bro.

1878
Daveenn : EKG.II p.227

Jezuz a selaouas he fedenn. Skuilhañ a reas en he c’halon ur berad eus an nerzh-se en doa bet e-unan digant Doue an Tad.

1878
Daveenn : EKG.II p.270

An taol-se a skuilhas ar spont e-touez ar republikaned : dont a rejont war o c’hiz da Verven, hag edont eno, ur pennad a yoa, o tiviz petra da ober, pe distreiñ da Gastell, pe chom e Berven, hervez m’oa gourc’hemennet dezho.

1878
Daveenn : EKG.II p.16-17

skuilh

1909
Daveenn : BROU p. 419 (répandre)

War-lerc’h Dêvokatus, an doueed end-eeun eo a renas ar seizh meuriad, o c’helennas, a skuilhas warno teñzor o furnez hag o gouiziegezh, ouzh o lakaat barrek d’o c’hefridi-veur.

1923
Daveenn : SKET p.141

Disgwel dezho, hag int dalc’hmat en o c’hichen, e soublent d’an douar a-unan ganto ; ganto e talc’hent hael an alar, fust ar bigell, troad ar wigned ; boulc’hañ an irvi ganto ha dizouc’hañ a raent ; lavnenn ar falc’h a stokent ouzh koloennoù an heiz ha, keit ha ma pade an eost, e skuilhent e kalon ar baotred hag ar merc’hed levenez ha kan.

1923
Daveenn : SKET p.75

O welout o c’hoar o tont tre en ti, e savjont en o c’hoazez hag e tirolljont da skuilhañ daeroù puilh. « Oh ! emezo o-div, n’oamp ken en gortoz d’az kwelout mui ! »

1923
Daveenn : SKET p.107

Ha m’en deus Bilzig evet ur werennad gwin Bourdel (ha digej mat a ran va girioù), m’en deus Bilzig evet ur bannac’h gwin, ar gwin-se en deus graet vad d’e galon, da galon ur paourkaezh kristen, muioc’h a vad eget an hini ho peus skuilhet ha lakaet da redek ha da goll er mor.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1028 (Gouere-Eost 1924)

Sonn hag o fennoù ouzh o fennoù-i, e flemmjont dezho o dremm, en ur skuilhañ o glaourenn hag o c’hontamm en o daoulagad, en o fri, en o genoù, en o diskouarn.

1924
Daveenn : SKET.II p.56

— Doue ho sikouro, Izabel !… Ne zilez ket e vugel reuzeudik : skuilhañ a ra e vadelezh war e grouadur glac’haret… Doujit d’e youl, Izabel… Pedit anezhañ da reiñ deoc’h e skoazell…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.812 (Miz Genver 1924)

Janedig a ouele ; an aotrou, en he c’hichen, evit he frealziñ a lavare dezhi penaos e tizho ar sonerien. — Paeañ a refont an daeroù a skuilhit, va dousig koant Janedig !

1925
Daveenn : BILZ2 p.159

[...] al loar ; / He c’herniel begek ‘us d’an dremmwel / A skuilhe war Venezioù Groñvel, / War re Vrasparzh ha roc’h Trevezel, / Skeulioù bannoù liv gant ar c’hoar.

1944
Daveenn : EURW.1 p.211

Hi eo a'n em ginnig dezhañ, an dro-mañ. N'eo ket Palmira eo ; ur « gitanilla », ne lavaran ket, unan eus an orgedenned-se, da ziwall outo, a skuilh c'hwistantin da evañ. Houmañ kannadez an diaoul.

1949
Daveenn : SIZH p.52

Ac’hanta, pa voe bet lidet hec’h obidoù war an ton bras, goude ma voe bet skuilhet gant pep hini e lod a zaeroù, den ne vane da virout ouzh an intañv d’ober diouzh ma troje en e benn, ha tamm ebet ne oa tuet da blegañ da Soaz Sapeur a blede du-mañ gant ar gegin, hag a rae ivez diouzh ret war-dro an ostaleri hag ar stal.

1954
Daveenn : VAZA p.48

N’eus forzh, teurel fed a reas ouzh ar micherour didra merc’h an embreger, un Aotrou pinvidik-tre eus Lanuon : « Hennezh a vo va fried ! » eme ar vaouez-se, ur gozh plac’h yaouank lart ha ken divalav ma tlee hec’h ael mat skuilh daeroù kel lies [kellies] tro ma selle outi, ha c’hoazh war ar marc’had e plije dezhi he banne.

1955
Daveenn : VBRU p.17

Evel boaz, ne baoueze ket da skuilh daeroù ; hag an daeroù, petra int e gwirionez ? takennoù dour, hep mui ken [sic, hepmuiken], ha blaz an holen ganto.

1955
Daveenn : VBRU p.22

[...] eno, en ti brav-se. Ha dreist-holl er c’havioù dindanañ, e c’houzañvas merzherinti hag e skuilhas o bannac’hig gwad Doue hepken a oar pegement a dud, noblañs ha kouerien, bourc’hizien koulz ha micherourien pe jeneraled, paour pe binvidig, kozh ha yaouank, paotred ha merc’hed, n’eus forzh, rak ne veze sellet berr nag ouzh oad pe beadra, nag ouzh stad nag ouzh orin : en ur ger, ouzh tanfoeltr netra.

1955
Daveenn : VBRU p.52-53

Daoust ma, dreizon, n'eo ket skuilhet, / Gant ar gwad-se on trubuilhet / Hag, e goueled ma zruegezh, / ' Klevan hirvoud ma c'hiriegezh.

1960
Daveenn : PETO p77

Ha din[,] ma ro digemer vat, / Ho meulin c'hwek ma buhez-pad, / Ha c'hwi, Intron, bemdez, bemnoz, / Ra skuilhoc'h warnañ ho pennozh !

1960
Daveenn : PETO p73

Bloaz a oa abaoe ma'm boa kuitaet va mignoned a Vreizh, bloaz a oa e veze dalc'het va freder gant traoù all estreget traoù hor bro, ha klevout a daol trumm e oa tremenet dre eno un den en devoa gouezet lakaat anaout, karout ha doujiñ ano ar Vretoned, kement-se a skuilhas ur bann heol [bann-heol] sklaer em c'halon.

1985
Daveenn : DGBD p152

Evit a sell ouzh ar vilonioù mezhus a ziskulias din an den-se, ha zoken an daeroù a skuilhas, leun a vorc'hed, n'on ket evit soñjal enno, na zoken kounañ anezho, hep skrijañ.

2012
Daveenn : DJHMH p. 89

Diwallit pa vefet o skuilhañ ar serom en ho taoulagad : gant an dourenn e vez ledanaet toulligoù [toullouigoù] c'hwez ar groc'hen, hag e c'heller bezañ devet gant ar gaz.

2015
Daveenn : DISENT p161-162

Divadeziñ ur straed, ur savadur, panelloù-heñchañ; adplantañ ha hadañ e-lec'h ma rank tremen un hent-tizh; adsevel traoù war douaroù a rank bezañ dilezet abalamour d'ur raktres euzhus; vomit in -mont da sellet ouzh emvod ur c'huzul departamant da skouer, hag en em lakaat da zislonkañ pa vez divizet un dra euzhus-; nac'h degemer un enor -ur priz pe ur vedalenn-; skuilhañ teilh [teil] pe follennoù bruderezh; chom war yun a-wel d'an holl.

2015
Daveenn : DISENT p57-58

Ofis publik ar brezhoneg