I.
G.
Stroñs a c'hoarvez gant ub., udb. pa stok ouzh ub., udb. all.
Ken rust eo ar stok ma kouezh. Ar maen sklent, gant an disterañ stok, a dorr. Terriñ nerzh ar stokoù a ra an distokell.
II.
H.g.
1. Obererezh stekiñ ouzh ub., udb. hag ar santadur a vez diwarnañ.
Stok klouar e jod ouzh he hini. N'eo ket dre o stok met kentoc'h dre o zolp bras eo kasaus ar c'helien.
2. Trl.
Kaout stok ouzh ub. : kaout darempred pe zarempred gantañ.
Gouzout ar stok : bezañ gouest d'ober ar pezh zo dleet evit dont a-benn eus an dra-mañ-tra.
[1877] Gouzout stok ar brezelioù : bezañ akuit war ar brezeliñ.
[1877] [...] mes gwelet a reas n’oa urzh vat ebet en hon touez-ni, ha ne ouiemp ket stok ar brezelioù.
Ar re a ouie un dra bennak dioc’h stok an armoù, a veze lakaet e penn ar C’hard nasional ; ya pa vije kavet, rak d’ar mareoù-se e oa c’hoazh rouez e Breizh ar re ne zalc’hent ket mat da vanniel wenn ar rouanez kozh.
Ar re a c’houie eun dra-bennag dioc’h stok an armou, a veze lakeat e penn ar C’hard nasional ; ia pa viche kavet, rak d’ar mareou-ze oa c’hoaz rouez e Breiz ar re ne zalc’hent ket mad da vanniel venn ar rouanez koz.
1877
Référence :
EKG.I.
p.309
Kalz tud a yoa diskaret dezhañ, evit gwir, mes gwelet a reas n’oa urzh vat ebet en hon touez-ni, ha ne ouiemp ket stok ar brezelioù. Lakaat a reas e youl da dennañ talvoudegezh a gement-se.
Kals tud a ioa diskaret d’ezhan, evit guir, mez guelet a reaz n’oa urz vad ebed enn hon touez-ni, ha ne c’houiemp ket stok ar brezeliou. Lakaat a reaz he ioul da denna talvoudegez a gement-se.
1877
Référence :
EKG.I.
p.270
Ur vouezh skiltr evel stok daou houarn A c'harmas din e pleg va skouarn : - "Ez kavell em eus da gavet ; An tres ouzhit din zo plijet Ha dit raktal on dimezet. Ar baourentez eo va anv. War da seuliou me a gerzho, E pep lec'h betek ar marv ! -Mouezh an tonkadur-
Eur vouez skiltr evel stok daou houarn A c'harmas d'in e pleg va skouarn : - "Ez kavell em eus da gavet ; An tres ouzit d'in zo plijet Ha d'it raktal oun dimezet. Ar baourentez eo va anv. War da seuliou me a gerzo, E pep lec'h beteg ar maro ! -Mouez an tonkadur-