Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
GBAHE

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
3
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. 1. Lakaet ur stouv warnañ. 2. Dre skeud. (db. an dud) Glac'haret. Gwelet a raen e oa stouvet. 3. Pout e spered. Lakaat un tamm deskadurezh er pennoù kaletañ hag er speredoù ar muiañ stouvet. II. Dre ast. A. (db. an hentoù) Na c'haller ken tremen drezañ. Stouvet eo an hent. HS. stanket. B. (db. an dud) 1. Sammet e stomog. Stouvet on hiziv. DHS. stambouc'het. 2. Sifernet. Stouvet eo ma fri. Stouvet eo e c'houzoug.

Exemples historiques : 
3
Masquer la liste des exemples

[H]ag an hini kreñv er c'hafe, hini kreñv adarre, « da riñsañ ar werenn », ha goude holl, pa oa 'n em dennet ar merc'hed da bourmen d'al liorzh, pe aet d'ar gousperoù, boutailhadoù sistr stouvet war an daol, ur jeu c'hartoù pe zaou, ha lonkañ betek koan, hep sevel nemet evit mont da adreiñ d'an douar ar pezh a vad a oa bet digantañ.

1944
Référence : EURW.1 p27

Ur wech kustum ouzh an todilhon, diroc’hal a raemp a-heligentañ en hor gwele-skourr evel pa vije bet stouvet hon divskouarn, ha foei neuze war c’hwitell ar vistri, fraoñv ijin al lestr, strak ar c’hanolioù ha garm ar stribourzhidi o tihuniñ a-boez o fenn tud ar vourzhiad all : Les… barbordais [sic]… debout au quart, debout, debout, deboutte !

1954
Référence : VAZA p.125

En em gavet ar c'hef er wazh e vez graet ur poull gant un nebeud keuneudennoù a-dreuz ar wazh, ha re all niverusoc'h harpet war ar re-se ha stoufet o gwaskoù gant pri.

1985
Référence : DGBD p181

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux