1. Dourenn zo er plant, er frouezh hag a c'haller sunan pe dastum ouzh o gwaskañ.
Sun un aval.
HS. chug, chugon, dour, dourenn.
2. Dourenn (gwad h.a.) a denner eus ar c'hig ouzh e boazhañ.
Sun kig. E-lec'h fuilhañ e sun en dour, ar c'hig a zeuio da boazhañ re vuan.
3. Dre skeud. (db. an douar)
Elfennoù magus evit ar plant.
Anez, an douar treut a beurgollo an nebeud sun zo e-barzh.
4. Sun-bleuñv : dourenn sukret a vere bleunioù plant zo.
Ar sun-bleuñv a vez kalz a glask warnañ gant ar balafenned.