Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Variantes historiques ou dialectales attestées : 
1
Afficher les variantes

Formes fléchies : 
58
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

V.k.e. I. A. 1. Sachañ un heverenn en e c'henoù oc'h enanalañ. Ar moc'h bihan a sun laezh o mamm. Gant ur blouzenn e sune ar chug orañjez. & Pegañ e c'henoù, e vuzelloù ouzh udb. evit sachañ al liñvenn zo ennañ. Sunet en deus ar gouli evit sachañ ar binim er-maez. & Dre ast. Evañ. Sunañ e werennad win. 2. (db. loened zo, amprevaned dh.) Sachañ ul liñvenn en e gorf war-bouez un organ arbennik. Sunañ a ra ar gevnidenn gwad ar c'helien. & Dre ast. Pegañ un organ ouzh ar bleuñv evit dedennañ an danvezenn zo enno. Ar gwenan o sunañ pep bleuñvenn. 3. (db. ardivinkoù zo) Sachañ ul liñvenn, poultr, elfennoù en arlug en aer en e ziabarzh dre grouiñ gwask izel ennañ. B. Dre skeud. 1. Tennañ holl an danvez magus zo en udb. dre forzh bevañ diwarnañ. Troc'hit ar wezenn-mañ, d'ober petra e chom da sunañ an douar. 2. Tennañ holl e nerzh, e arc'hant digant ub. tamm-ha-tamm. Sunañ e wenneien digant ub. Lakaat an dud da labourat hep o faeañ, sunañ anezho kea ! Sunañ an douristed. 3. Ober e vad diouzh ur skrid bnk., e lakaat war e anv, diwar-goust an oberour gwirion. A-raok sunañ ar skridoù a lennont. HS. chugañ II. 1. Delc'her udb. en e c'henoù, e rimiañ gant e deod a-benn e lakaat da deuziñ. Sunañ limigoù, louzoù. 2. Delc'her udb. en e c'henoù, e rimiañ gant e deod. Sunañ e vizied, un askorn. & Trl. skeud. Sunañ e vizig : ober kof moan.

Exemples historiques : 
20
Masquer la liste des exemples

sunañ

1499
Référence : LVBCA p190

sunañ

1659
Référence : LDJM.1 pg suceer

sunañ e vorz

1732
Référence : GReg pg frein (Mâcher son frein, ronger son mords.)

Ne ra nemet sunañ gant e vuñsunoù.

1732
Référence : GReg pg gencive (Les gencives ne lui permettent pas de manger, il est contraint de sucer.)

mirit ouzh ar bugel-se na suno e vizied

1850
Référence : GON.II pg suna

sunañ

1850
Référence : GON.II pg suna

sunet

1850
Référence : GON.II pg suna

sunet eo betek an eskern gant e gerent

1850
Référence : GON.II pg suna

Un dervezh m'en doa naon, o furchañ ken a c'hell / Da glask un dra bennak dre an hernaj kalet, / E kavas un tamm dir ne oa bouk da sunañ.

1867
Référence : MGK p72

chunat

1909
Référence : BROU p. 426

— Laezh ur ramzez nerzhek he deus sunet ; kemeret eo bet war e zivrec’h gant un doue ha stardet gantañ war e galon.

1923
Référence : SKET p.35

Ha Bilzig, paotr abred, lemm ha prim, a sune, a zene ar c’haozoù, al lavarioù, ar sonioù, ha dindan e eñvor digor-frank e tastume anezhe.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 42, p.974 (Even 1924)

An osteleri, ti ar gwin-ardant, lec’h karet gant ar wazed : denañ, sunañ, evañ a raent en o gwerenn, mesket gant blaz an dour binniget-se, ankounac’h o devezhioù dishegar, levenez o buhez dister.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).

Denet, sunet en deus ar gouli evit chachañ er-maez ar bulum gant ar gwad…

1925
Référence : BILZ2 p.119

Bilzig, meur a wech, en devoa bet gwelet paotred flemmet pa dremenent lann Bennenez evit mont da besketa d’an Traezh-Gwenn : unan a sune ar gouli, unan all gant un tamm neud-gouel a starde an ezel.

1925
Référence : BILZ2 p.119

Ennañ eo em eus desket kanañ, ennañ eo e sunis laezh ar feiz kristen en ur zeskiñ ar brezhoneg, santelañ yezh a zo en hollved.

1929
Référence : SVBV p.18

sunañ

1931
Référence : VALL pg absorber (en parlant des choses), aspirer

Ha d'ar mare ma edo an holl sioul-tre en o c'hadorioù-brec'h o sunañ o "apéritif", o varvailhat, pe dalc'het o spered gant ur romant-polis, e voe gwelet al loen roudennet oc'h en em gavout en ur fichañ e lost "Tigr" en e sae nevez, ha n'he devoa ket an doare da zisplijout tamm ebet dezhañ.

1985
Référence : DGBD p195

Mouleürioù ar gwaregoù a zougont a zeu da vervel enno, hep lezel tamm roud outo, evel sunet gant traezh-lonk.

2013
Référence : LLMM Niv. 399, p. 16

Skramm demokratelezhioù ar C'hornôg a skoach fall a-walc'h penaos e vez sunet pinvidigezhioù an Douar, penaos e vez graet brezel dizehan d'ar re baour en Hanternoz koulz hag er C'hreisteiz, penaos e vez dalc'het groñs d'ar galloud gant ul lodenn vihan a dud binvidik.

2015
Référence : DISENT p37

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux