I.
1. Pezh a reer en un taol, hep ehanañ.
2. Taolad pesked : kementad bras a besked paket en ur roued. Labouromp, paotred, amañ ez eus un taolad pesked er roued.
&
Dre verr.
Aet kuit ar pesked ha kerkent un taolad all wamomp.
3. (db. ar plant)
Kreskenn.
HS. bount (g.), bountadenn, nevezenn.
4. Gwech.
Me a yelo un taolad bennak.
HS. gwechad, troiad.
II.
1. Taol skoet.
2. DIZOARE
Tennañ un taolad : kaout darempredoù rev.
HS. taol (g., "teurel").
III.
(db. an amzer)
1. Prantad (amzer fall).
Un taolad yenien. Ober a ra un taolad amzer fall.
&
Dre verr.
Faoutañ a rae he c'halon o soñjal e oa he gwaz àr ar mor e-kreiz un taolad seurt-se.
2. Barrad.
D'ar c'houlz bloaz-mañ e vez taoladoù avel. Un taolad dour : ur barrad glav.
DHS. sourrad.
HS. fourrad, frapad, kaouad.