Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

I. G. A. 1. Gwechad skeiñ war-bouez udb. Un taol troad, un taol dorn, un taol penn. Reiñ taolioù treid ha taolioù dorn. Un taol bazh, un taol maen, un taol morzhol. Daouzek taol an hanter-noz. Reiñ un taol (da ub., udb.). Distagañ, plantañ un taol (gant ub., udb.). Skeiñ un taol (war ub., udb.). Darc'haouiñ un taol. Kaout, pakañ, tapout un taol (digant ub., udb.). Marvet eo diwar an taol-se. [1877] Edont war-eeun deomp pa roas din Per Kemener un taol ilin en u[l] lavaret : — Sellit du-hont ’ta, Yann ! [1878] [...] en ur bec’hiñ gwashoc’h-gwazh hag en ur skeiñ muioc’h-mui taolioù botoù war an douar. [1878] [...] klevet taolioù pav marc’h an Aotrou o krozal war bavez kêr. [1878] Un dervezh ma voe digoret dor ar gouent ha graet din dont kuit, me am bije kavet gwell kaout taol ar marv digant unan bennak eget dont adarre e-touez ar bed. [1944] Hag o-daou en em vazhataent er foz, e-touez ar pri hag an delioù gleb, a daolioù daouarn, hag a daolioù treid. & Trl. Daskoriñ taol evit taol : kement taol a vez roet d'an-unan. & Trl. skeud. Kaozeal evel un taol horzh : komz kreñv, a-frapadoù. 2. Trl. skeud. Reiñ un taol dorn, un taol-skoaz da ub. : e skoazellañ en e labour. Ro un taol-skoaz din. B. 1. Dre ast. Tarzh, tenn, talm. Un taol kurun. 2. Dre skeud. (en amzer) Poent. Da daol an añjeluz ez in di. Da daol an daere e c'hallfe cheñch an amzer. D'an taol a unnek eur. C. 1. Ober, tro. Dont a-benn eus e daol. Un taol kaer. Un taol fall, un taol drouk. [1877] [...] mes evel m’en doa graet taol gwenn e Kleder hag e Ploueskad, en doa c’hoant d’en em zigoll en un dra bennak. [1925] Ma ! ur marc’hadour a Vontroulez a zo bet lac’het war al Lev, digwener diwezhañ. Koatanlem hag e vandenn o deus graet an taol… [1944] Evit dont gwelloc'h a-benn eus e daol, Vallée en doa aliet ur mignon bennak dezhañ a Vro-Dreger da skrivañ d'an Aotrou Delangle da waskañ war e du. [1944] « Ur gwall daol e vezo eviti klevout eo beuzet he gwaz. » [1944] N’eo ket evel-se e teuimp a-benn eus hon taol. & Trl. Pakañ ub. war an taol : oc'h ober udb. a c'hallo bezañ tamallet dezhañ. & Tennañ un taol fin da ub. : c'hoari un dro fall dezhañ. & Na gaout taol ebet d'ober : na gaout tra d'ober. Gwir eo n'o deus taol ebet d'ober abaoe un eur goude kreisteiz. 2. Afer. Gounezet eo an taol evidomp. Graet (eo) he zaol ganti. & Dre eilp. Sell aze un taol kaer avat ! : (ar) pezh kaer ! Hag an dra-se ! 3. Stad, saviad. Tenn eo an taol gantañ : en ur stad diaes emañ. D. Dre ast. 1. Gwech, tro. En taol-mañ emaomp paket ! Korbellet eo bet en taol kentañ. An taol all e oamp bet e Kemper. En taol diwezhañ, en diwezhañ taol : er wech diwezhañ. [1878] Nec’het e oa ivez evit gouzout penaos lavaret kenavezo er bed all da Vari, pried he breur ; aon he doa da fallgaloniñ en taol diwezhañ. [1944] « Ganeoc’h, Job, emañ ar furnez an taol-mañ », a lavaras Lukaz. & Tr. adv. En taol diwezhañ : a-benn ar fin. 2. Tr. adv. Bep taol : bewech, bep tro. Bep taol o deveze lamm. & Seul daol : bewech, bep tro. Un den fall eo : seul daol e vez drouk ouzh an dud hep gwir abeg. & Seul daol : bepred. Emaint seul daol o klask trouz outañ. & Dre bep taol : ur wech an amzer. & Taol-ha-taol : ur wech dre vare. Sellet a rae taol-ha-taol war he lerc'h. & Taol-ha-taol : hep paouez. & Taol... taol... : gwech... gwech... Taol da vor, taol da zouar. & Taolioù..., taolioù... : a-wechoù..., gwechoù all... Taolioù en ti, taolioù er porzh. 3. Tr. adv. EN UN TAOL : war un dro. Anken ha levenez am eus en un taol. [1877] N’eomp ket re vuan, ha ne varnomp ket re a dud en un taol. & En un taol : diouzhtu-kaer. [1732, 1850, 1867, 1878, 1909] [1867] Ganti 'oar krog-diskrog : evel an dour a red, / Ar vuhez deiz ha noz a dremen hed-ha-hed, / Hag a gav, en un taol, ar mor don d'he beuziñ. [1878] Ne ouzon ket kalz penaos [e] ris ; ar pezh a zo gwir, eo en un taol edon en tu all. [1878] Pa vez freuz en ur vro, pep hini eus ar rumm dud-se a grog el lec’h ma c’hell, hep sellet pe e laer pe ne ra ket ; lavaret e ve eo deuet, en un taol, an holl draoù da vezañ boutin... & En un taol, en un taol krenn, en un taol buan, en un taol trumm, en un taol tarzh : a-greiz-holl, trumm. Lammat a reas en un taol ennañ. Deuet eo an noz en un taol buan. & En un taol berr : buan-tre. En un taol berr e redas betek an ti. 4. Tr. adv. (holl) d'un taol : en ur wech. Lonket en deus anezho d'un taol. 5. Tr. adv. WAR AN TAOL : kerkent, raktal. War an taol en em gavas pare. E anavezet am eus war an taol. Marvet eo war an taol. [1944] — « O ! o ! petra ’sinifi ar reuz-mañ ? » emezañ, en ur zont. An tabut a ehanas war an taol. & Tr. ar. War an taol da : war-nes, prest da. Ul lestr war an taol da zizouarañ. 6. Tr. adv. Taol da fin, (en) taol fin : a-benn ar fin. E. (db. ar c'hoarioù) 1. C'hoariadenn. Ober un taol domino, kilhoù, bouloù. Ober un taolig kartoù. Lakaat daou lur en taol. HS. partiad. 2. Dre ast. Poent. Da biv eo an taol ? Dimp eo an taol. Graet eo an taol. F. Trl. Kavout e daol war ub. : kavout an tu gounit warnañ. II. G. (spizad ur c'henstrollad laosk) 1. Pezh a vez graet en ur wech. Un taol sach : sachadenn. Un taol bount : bountadenn. Un taol degouezh. Un taol lonk. Un taol red. Un taol sell. Un taol sikour. Un taol skub. Un taol striv. 2. (db. an amzer a ra) Barr(ad). Un taol-amzer. Un taol-arnev. Un taol-avel. & Un taol-avel fall : droug lagad diwar avel. 3. (db. an dud) Barr(ad). Un taol anoued. Un taol kounnar. Un taol poan, un taol droug. 4. Bomm. Ober un taol c'hoarzh, un taol kri. 5. Ober, tro. Un taol-ijin : un dro vat. Un taol-gwidre : korvigell. Un taol-freuz, un taol-dispac'h : emsavadeg. Un taol-brezel : tagadenn gant armoù. Un taol-nerzh. Un taol yud : taol fall, tro-gamm zo graet dre drubarderezh. 6. Taol-teod : flemmadenn, teodad ; drouklavar. EVEZH. Goude ar furm lies "taolioù" (I A 1) e reer a-wechoù gant gerioù en o furm unan pe en o furm lies.

Exemples historiques : 
233
Masquer la liste des exemples

taol

1499
Référence : LVBCA p191 (coup)

taol godis

1659
Référence : LDJM.1 pg sobriquet

taol

1659
Référence : LDJM.1 pg coup

taolioù

1659
Référence : LDJM.1 pg coup

ober un taol fobiez

1732
Référence : GReg pg biaiser (n'agir pas sincérement)

ober taolioù fobiez

1732
Référence : GReg pg biaiser (n'agir pas sincérement)

taol forc'h

1732
Référence : GReg pg bourrade (coup que l'on porte à quelqu'un, du bout, ou de la pointe de l'arme offensive)

reiñ taolioù feuk

1732
Référence : GReg pg (donner des) bourrade(s), (bourrer quelqu'un)

roet taolioù feuk

1732
Référence : GReg pg (donner des) bourrade(s), (bourrer quelqu'un)

da bep taol e vez er pal

1732
Référence : GReg pg (il met à tous coups sur le) but

da bep taol e vez war ar mestr

1732
Référence : GReg pg (il met à tous coups sur le) but

taol war daol

1732
Référence : GReg pg coup (sur coup)

un taol c'hwitell

1732
Référence : GReg pg (environ une demi-lieuë de) chemin

a daolioù

1732
Référence : GReg pg (a) coups

taolioù

1732
Référence : GReg pg coup (choc, mouvement violent)

taol bazh

1732
Référence : GReg pg coup (de bâton)

taol bazh

1732
Référence : GReg pg coup (de bâton)

taolioù bazh

1732
Référence : GReg pg coup (de bâton)

taol kleze

1732
Référence : GReg pg coup (d'épée)

taolioù kleze

1732
Référence : GReg pg coup (d'épée)

taol kleñv

1732
Référence : GReg pg coup (d'épée)

taol maen

1732
Référence : GReg pg coup (de poing, de pierre)

taol troad

1732
Référence : GReg pg coup (de pié, coup de canne)

taol kanenn

1732
Référence : GReg pg coup (de pié, coup de canne)

a daol

1732
Référence : GReg pg (a) coups

reiñ un taol treuz

1732
Référence : GReg pg écharper

en un taol brid

1732
Référence : GReg pg (sans) debrider (sans s'arrêter)

da bep taol

1732
Référence : GReg pg (a tous) coups (à toute heure)

en un taol kont

1732
Référence : GReg pg (tout à) coup (subitement)

en un taol

1732
Référence : GReg pg (tout à) coup (subitement)

en taol-se

1732
Référence : GReg pg (a ce) coup (alors)

en taol-mañ

1732
Référence : GReg pg (à ce) coup (maintenant)

taol gurun

1732
Référence : GReg pg coup (de tonnerre)

taol avel

1732
Référence : GReg pg coup (de vent)

fellel e daol

1732
Référence : GReg pg (manquer son) coup

taol

1732
Référence : GReg pg action, coup (choc, mouvement violent)

un taol bras a bobl

1732
Référence : GReg pg affluence

war-hed un taol maen

1732
Référence : GReg pg à (un jet de pierre)

mankout e daol

1732
Référence : GReg pg (manquer son) coup

taolioù

1732
Référence : GReg pg coup (choc, mouvement violent)

dont en un taol red

1732
Référence : GReg pg accourrir

ur grizilhad taolioù bazh

1732
Référence : GReg pg grêle (Une grêle de coups de bâtons.)

ul lod bras a daolioù bazh

1732
Référence : GReg pg grêle (Une grêle de coups de bâtons.)

ul lod taolioù bazh

1732
Référence : GReg pg grêle (Une grêle de coups de bâtons.)

kannet a daolioù dorn

1732
Référence : GReg pg gourmer (pp.)

kannañ a daolioù dorn

1732
Référence : GReg pg gourmer

taol kleañv

1732
Référence : GReg pg coup (d'épée)

taol dorn

1732
Référence : GReg pg coup (de poing, de pierre)

taolioù dorn

1732
Référence : GReg pg gourmade (p.)

taol dorn

1732
Référence : GReg pg gourmade

David petra bennak n'edo nemed ur c'hrennbaotrig c'hoazh, ha memesamant ur c'hornandonig e-skoaz ar jeant Goliath, a zeuas couscoude a-benn da lazhañ gant un taol baltram, ar pikol - felpenn – lakepod bras-se.

1732
Référence : GReg pg geant (David, lorsqu'il n'étoit encore que d'une taille fort mediocre, & un nain en comparaison de Goliath, vint à bout de tuer ce geant, d'un coup de fronde.)

David pa ne edo c'hoazh nemet ur c'hrennbaotrig, a lazhas ar jeant Goliath gant un taol baltram.

1732
Référence : GReg pg fronde (David tua Goliath avec une fronde.)

plantañ un taol troad gant ur re

1732
Référence : GReg pg appliquer

distagañ un taol troad diouzh ur re

1732
Référence : GReg pg appliquer

reiñ un taol troad da ur re

1732
Référence : GReg pg appliquer

roet taolioù treid da ur re

1732
Référence : GReg pg frapper (Frapper des piez , donner des coups de piez, pp.)

reiñ taolioù treid da ur re

1732
Référence : GReg pg frapper (Frapper des piez , donner des coups de piez.)

taolioù fobiez

1732
Référence : GReg pg fourré (Un coup fourré, un coup de traître, p.)

un taol fobiez

1732
Référence : GReg pg fourré (Un coup fourré, un coup de traître.)

Emañ en e daol.

1732
Référence : GReg pg fort-e (C'est-là son fort.)

a daolioù stank ha kre

1732
Référence : GReg pg force (A force de coups.)

a daolioù

1732
Référence : GReg pg force (A force de coups.)

e-tailh da zougen an taolioù

1732
Référence : GReg pg exposé (aux coups)

dindan an taolioù

1732
Référence : GReg pg exposé (aux coups)

reiñ un taol kleze a dreuz d'ar fas

1732
Référence : GReg pg écharper

un taol kleze dre-greiz ar c'horf

1732
Référence : GReg pg (un coup d'épée) au travers (du corps)

taolioù bazh

1732
Référence : GReg pg bastonnade

taolioù bazh

1732
Référence : GReg pg bastonnade, (huile de) cotret, coup (de bâton)

reiñ taolioù bazh

1732
Référence : GReg pg bastonner (donner des coups de bâton)

roet taolioù bazh

1732
Référence : GReg pg bastonner (donner des coups de bâton)

emgannañ a daolioù dorn

1732
Référence : GReg pg (se) batre (à coups de poings)

taol

1850
Référence : GON.II p.17, livre premier, "coup".

Roit un taol broud d'hoc'h ejen.

1850
Référence : GON.II pg broud (Donnez un coup d'aiguillon à votre bœuf).

Un taol kleze en deus bet en e gof.

1850
Référence : GON.II.HV pg klézé (Il a reçu un coup d'épée dans le ventre).

E ziskaret en deus gant un taol bazh.

1850
Référence : GON.II.HV pg diskara (Il l'a renversé d'un coup de bâton).

en un taol

1850
Référence : GON.II pg é ou enn (en un coup).

en un taol

1850
Référence : GON.II pg enn-un-taol (tout d'un coup. tout en une fois. d'emblée. du premier effort. tout à coup. subitement. soudainement).

En un taol en em gavas en hon touez.

1850
Référence : GON.II pg enn-un-taol (tout d'un coup il se trouva au milieu de nous).

An tan a flammas en un taol.

1850
Référence : GON.II pg flamma (le feu s'emflamma tout à coup).

taol

1850
Référence : GON.II pg taol, tôl

taolioù

1850
Référence : GON.II pg taol

un taol bazh en deus bet

1850
Référence : GON.II pg taol

un taol-kurun am eus klevet

1850
Référence : GON.II pg taol

taol ar feunteun-mañ a zo kreñv

1850
Référence : GON.II pg taol

un taol hir he deus graet ar wezenn-se

1850
Référence : GON.II pg taol

en taol-mañ

1850
Référence : GON.II pg taol

en un taol

1850
Référence : GON.II pg taol

taol

1850
Référence : GON.II pg taol, tôl

taol teod

1850
Référence : GON.II.HV pg taol (-déod)

taol dorn

1850
Référence : GON.II.HV pg taol (-dourn)

taolioù dorn

1850
Référence : GON.II.HV pg taol (-dourn)

taol nij

1850
Référence : GON.II.HV pg taol (-nîch)

en un taol-nij eo deuet amañ

1850
Référence : GON.II.HV pg taol (-nîch)

taol skloped

1850
Référence : GON.II.HV pg taol (-skloped), tenn (-skloped)

taolioù skloped

1850
Référence : GON.II.HV pg taol (-skloped)

lazhañ a daolioù skloped

1850
Référence : GON.II.HV pg taol (-skloped)

un taol bazh

1850
Référence : GON.II.HV pg bâz (un coup de bâton).

Hed un taol maen.

1850
Référence : GON.II p.90, livre second, « A un jet de pierre ».

War-hed un taol maen.

1850
Référence : GON.II p.90, livre second, « A un jet de pierre ».

a daolioù

1850
Référence : GON.II p.6 introduction (à coups)

taolioù

1850
Référence : GON.II p.17, livre premier, "des coups".

Evit klask ul louzoù a-enep ar c'hleñved, al leon en e ali, 'lavaras d'al loened : - "Me gred, va mignoned, e vezimp stropet-holl evit hor pec'hejoù; pep rumm a yelo da goll, Ma ne deomp a-benn da sevel ouzh ar groug an torfedour brasañ , pennabeg eus an droug. Evel-se marteze 'torro nerzh ar c'hleñved, Ag unan o vervel, d'ar re all 'teuy yec'hed. Er skridoù e welomp pa c'hoarvez gwalleurioù, E klasker evel-se outo pep seurt louzoù. Kavet eo hon hini, n'hor beus nemet gwelet Piv ac'hanomp bremañ en deus gwashañ pec'hed. N'en em veulomp eta, hep damant diskouezomp Plegoù kuzh hor c'halon hag e pe stad emaomp. Evidon-me lontrek, me am eus dispennet, hep n'o doa graet droug din, un taol bras a zeñved, Hag a-wechoù, zoken em eus ivez debret Ar pastor deñved."

1867
Référence : MGK p24

Ouzhpenn-se : o vezañ bet pedet gant bugale an aotrou ar Gonideg da lakaat moullañ Bibl Santel o zad, goulennet en deus ar c'horonal un taol-skoaz digant an aotrou Milin, ha setu sammet ganto o-daou pounnerañ bec'h a sammas biskoazh den e Breizh.

1867
Référence : MGK Rakskrid X

Ganti 'oar krog-diskrog : evel an dour a red, / Ar vuhez deiz ha noz a dremen hed-ha-hed, / Hag a gav, en un taol, ar mor don d'he beuziñ.

1867
Référence : MGK p100

Dioc'htu ma klevas 'n alc'houeder / Petra 'oa mennozh Yann Gouer, / E lavaras : — « Va bugale, / En taol-mañ 'vat eo deoc'h bale ! »

1867
Référence : MGK p54

Hep ur c'hriñsenn, Eripin kaezh, / E rankit, en ho stad, glaouriñ du gant an naon ; / Rak, evel ma ouzoc'h, dre ned eus razoc'h aon, / Ne c'hellit kaout kofad, na begad evit netra / : A daolioù skilf, pep tamm a rankit diframmañ[.]

1867
Référence : MGK p8

Edont war-eeun deomp pa roas din Per Kemener un taol ilin en u[l] lavaret : — Sellit du-hont ’ta, Yann !

1877
Référence : EKG.I. p.278

Taolioù ar c’hloc’h-se, e-kreiz an noz, a oa evel klemmoù an Anaon da glevet ; klemmoù ar vartoloded beuzet o tont da c’houlenn pedennoù digant o zud.

1877
Référence : EKG.I. p.94-95

Evito da vezañ deuet da brederiañ an dud glazet hepken, an dra-se ne vire ket outo, e-feson, da c’hoari o zaol pa v[eze] ret.

1877
Référence : EKG.I. p.292

Daoust ha Judaz ha ne voe ket kaset gantañ d’en em grougañ kerkent ha m’en doa graet e daol trubarderezh.

1877
Référence : EKG.I. p.86-87

Ar beleg a sav e vouezh, hag ar bobl, o tiskanañ, a laka an Hent Doun da grozal : Ar beleg : "A subitaneâ et improvisà morte", Diouc’h ar marv prim hag a deu en un taol, Ar bobl : "Libera nos, Domine !" Mirit ac’hanomp, Aotrou !

1877
Référence : EKG.I. p.165-166

Pa vez freuz en ur vro, pep hini eus ar rumm dud-se a grog el lec’h ma c’hell, hep sellet pe e laer pe ne ra ket ; lavaret e ve eo deuet, en un taol, an holl draoù da vezañ boutin...

1877
Référence : EKG.I. p.65

Klevet a reer tud hag a c’hoarzh o kaozeal eus a emgann Kergidu, evel pa ne vije bet nemet ur bugaleaj, un taol brabañs graet gant tud ha ne ouient ket petra a raent.

1877
Référence : EKG.I. p.307

Esa a rejont kemeret an tec’h dre zaou benn an hent, mes ar soudarded a oa dilammet diwar o c’hleuz hag a viras outo. Pet ne voe ket lazhet neuze c’hoazh a daolioù baionetez !

1877
Référence : EKG.I. p.167

Pa’z it en un iliz, savit ho taoulagad, hag e welfet, a bep tu, sent dibennet, mein-benerezh ar re vravañ kizellet, torret ha bruzunet a daolioù morzhol diskiant ; gwer livet en ur c’hiz ken dudius, faoutet, e meur a damm, abalamour ma’z e oa warnezho patrom hor Salver, staget ouc’h ar groaz.

1877
Référence : EKG.I. p.172

An Aotrou de Bonnemetz, person Gwinevez, n’edo ket e hanv gant an Tunk ; mes evel m’en doa graet taol gwenn e Kleder hag e Ploueskad, en doa c’hoant d’en em zigoll en un dra bennak.

1877
Référence : EKG.I. p.252-253

Pa wele ar soudarded oc’h en em erbediñ outo, war bennoù e zaoulin, bizaj ur manac’h kozh, roufennet e zremm gant an daeloù, gwennet e benn gant aon rak an ifern, kaledet e groc’hen gant ar binijenn. el lec’h astenn dezhañ o dorn, e tarc’haouent warnezhañ taolioù kros-fuzuilh ker kalet ha ker pounner, ma vruzunent outañ e benn, ha ma sklapent e empenn ouc’h ar mogerioù a-dro-war-dro.

1877
Référence : EKG.I. p.39

Atav e kavent, evit dont a-benn eus o zaol, un abeg bennak ; rak an nep en eus c’hoant da lazhañ e gi a gav atav ur c’hleñved bennak dezhañ : ma ne gav ket en un tu e kavo en un tu all ; ma ne vez ket kavet a-gleiz e vezo kavet a-zehou.

1877
Référence : EKG.I. p.3

Piv a zo aze ? Respontit dioc’htu, pe me a laosk va c’hi warnoc’h, hag a faout deoc’h ho penn, dre an hanter, evel un irvinenn, gant va zaol bouc’hal.

1877
Référence : EKG.I. p.139

N’eomp ket re vuan, ha ne varnomp ket re a dud en un taol.

1877
Référence : EKG.I. p.108

Eo, mestr, mat a livirit ; ha pep hini ac’hanomp ne c’houlenn ket a-well eget c’hoari un taol ouc’h an dud fall, evit difenn ar re a zo a-du ganeomp.

1877
Référence : EKG.I. p.108

Kentoc’h ne sone nemet taol bremañ, taol e[z] verr, zoken dirak ar c’hêrioù ma chome evel da ehanañ dirazo, ha bremañ e sko stank e daolioù, betek c’hwec’h pe seizh taol diouzhtu, an eil war-lerc’h egile.

1877
Référence : EKG.I. p.95

An Tunk ne voe ket pell evit divinout ar pezh a yoa o vont da c’hoarvezout gantañ ha gant e soudarded ; edont holl o vont da vezañ lazhet a daolioù bazh, a daolioù peul, a daolioù forc’h hag a daolioù krog.

1877
Référence : EKG.I. p.256

Komzoù an den-se a skoas un taol a joa ker pounner war galon Visant, ma kouezhas klañv ha ma varvas nebeut amzer goude-se.

1878
Référence : EKG.II p.186

Siwazh, n’eo ket deuet an taol da vat ganeomp.

1878
Référence : EKG.II p.103

Ne ouzon ket kalz penaos [e] ris ; ar pezh a zo gwir, eo en un taol edon en tu all.

1878
Référence : EKG.II p.117

Va c’halon a laouenaas, hag, a gav din, a ledanaas em c’hreiz. Deuet e oa an taol ganen da vat...

1878
Référence : EKG.II p.123

Savet e oan daouzek pe drizek delezenn pa liviris ouzhin va-unan : — Yann Pennorz, un dra sot ec’h eus graet : lezet ec’h eus an alc’houezioù e dor an tour, ha, ma teu unan bennak en iliz, n’en devezo nemet reiñ un taol alc’houez hag emaout paket er sac’h. Dre be hent ez i kuit ?

1878
Référence : EKG.II p.124

— Mat, ni a yoa deuet pevar, ha n’eus lazhet nemet unan ac’hanomp. Mes eus ar barrez a-gichen avat e oant deuet nav ; eizh a zo bet lazhet ; an navet a yoa aet dec’h en un ti aze e-kichen, da esa digeriñ un armel, hag en deus bet un taol pal diwar e benn ken don, ma weler e empenn dre ar faout ; me 'gred eo graet gantañ ivez.

1878
Référence : EKG.II p.128

Pa voe tennet ar baotrezig eus a-zindan ar gwele, e-lec’h m’oa kuzhet, e chomas ar soudarded souezhet da sellet an eil ouc’h egile. — Daoust, emezo, hag ur plac’hig ker yaouank a c’hellfe bezañ roet un taol ker start ?

1878
Référence : EKG.II p.144

Graet ar stal, eme ar c’habiten en ur zont da gaout e soudarded. Deomp da evañ bep a vanne c’hoazh en ostaleri a zo ahont, ha deus ivez ganeomp, kere, rak ret eo kaout nerzh ha kalon a-raok ober un taol evel hemañ.

1878
Référence : EKG.II p.153

Gwir a lavar ar c’here, eme ar c’habiten, en ur bec’hiñ gwashoc’h-gwazh hag en ur skeiñ muioc’h-mui taolioù botoù war an douar.

1878
Référence : EKG.II p.161

Pebezh taol en he c’halon kaout he zi goullo !...

1878
Référence : EKG.II p.172

Evit en em greñvaat en hent, e lavarent o fedennoù, mes kerkent ha ma savent o mouezh un tamm uheloc’h, e vezent broudet a daolioù beg fuzuilh.

1878
Référence : EKG.II p.181

Pa glevas Canclaux son an drompilh, e teuas buan er-maez eus e di, evit gouzout penaos o doa ar re-mañ tennet o zaol ; abaoe ar mintin edo war-c’hed anezho.

1878
Référence : EKG.II p.213

Muioc’h a levenez a ro da'm c’halon trouz ar mor bras, a-hed an aod, o ruilhañ ar biliennoù an eil war gorre eben, eget klevet taolioù pav marc’h an aotrou o krozal war bavez kêr.

1878
Référence : EKG.II p.215

Un dervezh ma voe digoret dor ar gouent ha graet din dont kuit, me am bije kavet gwell kaout taol ar marv digant unan bennak eget dont adarre e-touez ar bed.

1878
Référence : EKG.II p.260

Nec’het e oa ivez evit gouzout penaos lavaret kenavezo er bed all da Vari, pried he breur ; aon he doa da fallgaloniñ en taol diwezhañ.

1878
Référence : EKG.II p.270

Bepred e teuy an taol da vat.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Ma ! adalek disadorn kentañ graet eo an taol, me a lako ar gir "refusé" war ma "Démocrate" [ur gelaouenn] hag a gemero da hini " ar Groaz".

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

Petra a rafen-me de[zh]añ ? Me ziskouezfe de[zh]añ pelec'h an neus manket ar mañsoner, hag a gasfe ane[zh]añ er-maez deus ma zi, gant un tol troad er lec'h ma teu ar c'hein da goll e anv. Bez' sur na vije ket klañv gant ar c'hoant da addont.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

An driwac’h eus a viz diwe[zh]añ, Mari Kergall, deus Kerprijent he devoa lakaet an tan war he zi. Mezv oa pe, da vihanañ, gwall dommet, pa he doa graet an t[a]ol.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.2

Abalamour d'ar vogedenn lugernus-se a sav diwarnañ, an danve[z] a ve[z] lakaet war ar chimikez, a ve[z] groet ane[zh]añ "Fosfor". "Fosfor" a zo ur gir gregach a dalv memes tra 'vel "Lucifer" en latin, ha taol-gouloù, en brezhoneg.

1898
Référence : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

en un taol kont

1909
Référence : BROU p. 234 (subitement)

en un taol

1909
Référence : BROU p. 234 (subitement)

un taol kaer ac'h eus graet

1909
Référence : BROU p. 427 (tu as fait un beau coup)

un taol justepe

1909
Référence : BROU p. 427 (justice ; une affaire de justice)

Hogen kened glan ha lugernus merc’hed Manos, ken disheñvel diouzh kened leskidik ha teñval merc’hed o bro, o sebezas diwar an taol kentañ hag o hoalas dre an nevezded anezhi.

1923
Référence : SKET p.100

An dud-se, a gouezhas dindan taolioù ganas, a oa kerent din.

1923
Référence : SKET p.22

E gerent hag e vignoned en em c’hronne war e dro da reiñ dezhañ gourc’hemennoù : « Digor da ene d’al levenez holl-zistrafuilh, emezo ; rak setu emaout digouezhet e lec’h ar Peur-ehan, ma vez kaset da vat pep taol ennañ aes ha diboan, ma teu pep tra digoust-kaer, ma na sav harz ebet ouzh kammedoù ha mennad mab-den. »

1923
Référence : SKET p.75

An ene raktal a leze da gouezhañ d’an douar e zibourc’h marvel ha, war an taol trumm, en em gave gwisket gant ur c’horf-marzh, gwenn ha kaer-dispar.

1923
Référence : SKET p.72

Evel-se, dre skeiñ taolioù ha skignañ spont, e tigorjont an hent dirazo betek lenn an Heol, an Albis, ar Visuria, an Amisios, hag e savjont war o glannoù seizh rouantelezh a zo manet war goun an dud an anvioù anezho ha darvoudennoù o buhez.

1923
Référence : SKET p.140

Un nebeud bloavezhioù goude-se, war roudoù ar varc’hadourien o heñche, e tigouezhas ar vrezelourien estren a beurwastas ar vro-Wenn oc’h ober enni a bep doare taolioù ferv.

1923
Référence : SKET p.86

Da daol hanternoz e tirede a bep tu erevent drouk an Amc’houlou, ar speredoù dic’hlan a sav eus don an Islonk, an teuzioù lik bouc’hzremmek, gavrbennek, tarvenebek, a ziskenn eus menezioù al loar (1).

1923
Référence : SKET p.114

Diwar an taol kentañ o dije argaset gant euzh an Ermaeziad, kuit a lezel da zihuniñ en o c’halon, e-kerzh emweladennoù re stank, ar fiziañs outo hag ar vignoniezh.

1923
Référence : SKET p.112

Nemet kel lies gwech ma strivent da stlepel an dour er-maez, e teue tri c’hement all e-barzh, ma kinnige ar vag beuziñ bep taol.

1923
Référence : SKET p.109

O welout ar plac’h yaouank liv ar marv en he c’herc’henn : « Ha c’hoarvezet ez eus un taol bennak, emezañ, ganez pe gant da c’hoarezed ? »

1923
Référence : SKET p.104

Hag an taolioù sklisenn da sklokal dezhañ war e revr. Dao dezhañ hep droug na poan !

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 38, p.843 (Miz C'hwevrer 1924)

Ur grabanad da Vilzig, un taol troad dezhañ en e revr : — Marmouz fall ! louidig… me ’lavaro d’an aotrou person !

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.866 (Miz Meurzh 1924)

Un toulladig martoloded a gavas, en gaolienn ur garreg, ur varrikenn en he fezh. Hag int a daolioù mein d’he zidalañ.

1924
Référence : BILZ1 Niv. 43-44, p.1027 (Gouere-Eost 1924)

Setu penaos e c’hoarvezas an taol.

1924
Référence : SKET.II p.7

Pevar maltouter a oa o c’hoari pilpot, ’hed moger ar vered, dirak dor-dal ar presbital. Pa glevjont ar sakrist o krial : « Al laer ! » buan-ha-buan o deus dilezet an taol, daoust dezhañ da vezañ jil ha da vezañ arc’hant (tri [z]aol-sav !) war ar vil.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.866 (Miz Meurzh 1924)

An nor a oa morailhet, met kement a daolioù-treid o deus roet dezhi, ken m’o deus hi torret.

1924
Référence : BILZ1 Niverenn 39, p.866 (Miz Meurzh 1924)

Ar c’hleier d’an daou daol

1925
Référence : BILZ2 p.156, Notenn 1 : "Les cloches à la volée".

— Piv ?… N’ho peus-hu ket klevet hanv eus Koatanlem, al laer bras, muntrer al Lev ?… Ma ! ur marc’hadour a Vontroulez a zo bet lac’het war al Lev, digwener diwezhañ. Koatanlem hag e vandenn o deus graet an taol…

1925
Référence : BILZ2 p.131

— Sell, emezañ en ur reiñ un taol ilin da Vad[a]len, sell.

1925
Référence : BILZ2 p.125

Dek eur. Ar c’hleier d’an daou daol a gan seder en tour iliz parroz Lokireg. An holl dud ar bourk a zo renket war an hent.

1925
Référence : BILZ2 p.156

an taol

1927
Référence : GERI.Ern pg an (le coup)

Va huñvre, huñvreadenn ledan va bugaleaj, eo he doa roet an taol balaenn marzhus-se em c'halon hedro.

1929
Référence : SVBV p.18

War an taol e sentis, ha bec'h dezhi ! Da gentañ, e tapis krog en ur choanenn hag, o vezañ graet ur groaz gant beg va c'hontell war gof an dorzh vara, e troc'his ur mellad tamm diouti. Goude-se, e faoutis ur pezhiad riblennad kig-moc'h du bet e-pad pemp pe c'hwec'h vloaz o vogediñ e kimin va mamm-guñv, hag ar c'harvanoù - va re-me - a yeas en-dro ken na zifindaone ! Ur pennad da c'houde, e stagis ar voutailh leun a win ruz ouzh va fenn ha bec'h ivez dezhi, da gas ar c'hig-sall hag ar bara kras da stankañ he genoù da'm bouzellenn vras!

1929
Référence : SVBV p9

taol dievezhded

1931
Référence : VALL pg bévue

taol falc'hat

1931
Référence : VALL pg andain

taol freuzañ

1931
Référence : VALL pg annulation

taol hudur

1931
Référence : VALL pg attentat (à la pudeur)

taol ifern

1931
Référence : VALL pg acte (de méchanceté infernale)

taol kadarn

1931
Référence : VALL pg acte (de bravoure)

taol kresk war an telloù

1931
Référence : VALL pg augmention

taol kriz

1931
Référence : VALL pg acte (de cruauté)

taol labour

1931
Référence : VALL pg acte

taol trubarderezh

1931
Référence : VALL pg acte (de trahison)

taol skub

1931
Référence : VALL pg balai

taol reuz

1931
Référence : VALL pg accident (malheureux)

taol marchad

1931
Référence : VALL pg (une) affaire

taol lavar

1931
Référence : VALL pg assertion

taol dislealded

1931
Référence : VALL pg acte (d'injustice)

taol-dismegañs

1931
Référence : VALL pg (un) affront

r. un taol dorn

1931
Référence : VALL pg aider

en un taol lonk

1931
Référence : VALL pg (avaler en une) bouchée

en taol-mañ

1931
Référence : VALL pg ainsi (dans la circonstance présente)

er-maez a daol

1931
Référence : VALL pg (hors d')atteinte

un taol kaer eo ez...

1931
Référence : VALL pg (c'est un) bonheur (que)

reiñ un taol-skoaz

1931
Référence : VALL pg aider

taol alouberezh

1931
Référence : VALL pg acte (d'usurpation)

taol

1931
Référence : VALL Rakskrid p XIX, acte (le mot taol- s'ajoute ainsi dans certaines expressions où il n'y a pas d'équivalent en français), affaire (action difficile) atteinte, bouffée

taol dibenn

1931
Référence : VALL pg algarade

— « Petra ’c’hoarvez ganeoc’h, Job, gant ho tri mil ?… N’eo ket evel-se e teuimp a-benn eus hon taol. »

1944
Référence : ATST p.33

War-lerc’h an taol-mañ, ar c’horonal Vermeil de Conchard hag ar c’habiten de Malleray am diskargas a gorveennoù.

1944
Référence : EURW.1 p.204

Taol-ha-taol, ar gouelioù breizhek en em gave, hag e gortoz e oa an urzhierien e vijen aet di.

1944
Référence : EURW.1 p.130

War an taol, den ne gave un droidigezh eeun da 'régionaliste'.

1944
Référence : EURW.1 p69

Evit dont gwelloc'h a-benn eus e daol, Vallée en doa aliet ur mignon bennak dezhañ a Vro-Dreger da skrivañ d'an Aotrou Delangle da waskañ war e du.

1944
Référence : EURW.1 p57

Ne oa ket a zarempred etrezomp hag i, nemet a-wechoù taolioù dorn ha taolioù teod.

1944
Référence : EURW.1 p35

Lod all a dape taolioù botez en o revr hardizh evel Maoris an Dod, unan hanter inosant, a lakae droug da vont er mestr-skol gant e c'heizoù.

1944
Référence : EURW.1 p22

Pa oan er skol, an taolioù hag ar skouarnadoù a oa aotreet.

1944
Référence : EURW.1 p21

Un devezh, ma oa digouezhet ar simbolenn ganin, hag aon ganin tapout pevar daol gwalenn war ma bizied, ha pinijenn goude skol, em boa stlapet ar votezig en ur puñs.

1944
Référence : EURW.1 p21

— « Ganeoc’h, Job, emañ ar furnez an taol-mañ », a lavaras Lukaz.

1944
Référence : ATST p.16

Hag o-daou en em vazhataent er foz, e-touez ar pri hag an delioù gleb, a daolioù daouarn, hag a daolioù treid.

1944
Référence : ATST p.21

— « Ar voereb a zo gwall-glañv, » a lavaras unan all. « Ur gwall daol e vezo eviti klevout eo beuzet he gwaz. »

1944
Référence : ATST p.23

An taol-se a oa bet ur mestr-taol.

1944
Référence : EURW.1 p.207

An horolaj a skoas unnek taol. Unnek eur ! Bremaik e sono hanternoz !

1944
Référence : ATST p.50

An diaoul kentañ. — « Ar gaouenn a hud er c’hoad ; a-raok ma ehano hudal, en da [sic, "en do"] skoet an Ankoù e daol-morzhol war ho penn. »

1944
Référence : ATST p.57

Soñjit ! kement taol a skoe evit poentennañ ar planken nevez, a lakae an aour da stirlinkat er goueled.

1944
Référence : ATST p.76

— « O ! o ! petra ’sinifi ar reuz-mañ ? » emezañ, en ur zont. An tabut a ehanas war an taol. Rak, ma ne oa ket ar baraer ur gwall zen, ur c’haer a zen e oa, ha gant nerzh ur marc’h en e zivrec’h.

1944
Référence : ATST p.88

Job a resevas un taol botez en e benn-a-dreñv, ha Lom div wech kemend-all er memes plas.

1944
Référence : ATST p.131

Ha ma c'houlenn muioc'h, - piv 'oar - ma lavar din : - Kendalc'h ! e respontin dezhi, krenn ha kras, an taol-mañ, an taol-mañ, rak neuze eo e vo anezhi skoazellerez an diaoul : - « Vade retro, Satanas !... ».

1949
Référence : SIZH p.64

- Ur servij a bouez bras am eus da c'houlenn diganit, Sezni. Va devezh diwezhañ eo diskenn en iliz. Bez [sic] ar vadelezh da vont, fenozh [sic, fenoz], em flas, d'ober un taol-skub d'an chantele, ha da ziboultrennañ an aoterioù ! - A wir galon vat ! Mont a rin, sur...

1949
Référence : SIZH p.62

Souzañ a reas ar breur Alano, evel skoet gant un taol-dorn e-kreiz e vruched.

1949
Référence : SIZH p.62

Tri daol kreñv a zo skoet war an nor

1960
Référence : PETO p35

[Bleukata zo] Reiñ taolioù dorn sarret. Ne vez implijet, peurvuia, nemet evit an taoliou roet war-eeun hag a-benn ; direizh e vefe evit an taolioù roet o sevel an dorn d'an nec'h : neuze e vez laret "skeiñ".

1960
Référence : PETO p55

Pa gomz ar gouarnamant eus demokratelezh... e tap ar Vretoned taolioù penn-bazh.

1980
Référence : BREM Niv. 1, p. 3

Goude bezañ lennet levrioù-beaj 'zo, ha dreist-holl moarvat ar re bet savet gant tud ha n'int bet biskoazh war al lec'h o welout, e c'hortozer en em gavout en ur strouezheg hag a ranker toullañ hent drezi a daolioù strep hag a daolioù bouc'hal, dre wask ar gweennoù, ma weler marmouzien diniver o redek war ar skourroù, naered o ruzañ, ha me oar...

1985
Référence : DGBD p36

Ar goañv a oa, en taol-mañ, met adkavout a ris kêr ken splann ha ken flamm hag ar wech kentañ, siouloc'h hepken marteze dre ma oa ar sul anezhi.

1985
Référence : DGBD p13

Ret e voe sentiñ raktal ha neuze, diouzh tro, e plegjont o c'hein da dapout pep hini ugent taol gwilastrenn war o... fenn-a-dreñv, resped deoc'h.

1999
Référence : KOKE.II p. 94

An taolioù war an dachenn a zegas bepred traoù dic’hortoz, ha goulennoù da heul a-fed [a-fet] strategiezh koulz a-fed [a-fet] preder.

2015
Référence : DISENT p62

N'eus nemet evel-se e c'hallo ar meno foran degemer evel traoù reizh hon taolioù disentus diwezhatoc'h.

2015
Référence : DISENT p71

Evel-se e vo roet an taol dic'harzhañ kentañ, hag a-wechoù n'eus ket tu d'ober gwelloc'h pa vez berzet mont d'al lec'h a fell dimp tizhout.

2015
Référence : DISENT p73

Kit da welet an traoù pellik amzer a-raok an taol, deoc'h da gaout amzer da zistreiñ meur a wech kuit da sachañ evezh an dud e-karg eus diwall al lec'h.

2015
Référence : DISENT p73

Evit klozañ ganti, lâromp c'hoazh e servij an doujañs ouzh an dud hag ar fed da glask kompren anezhe da sioulaat ar jeu pa vez tenn an traoù evel ma c'hoarvez e-pad taolioù stourm difeuls.

2015
Référence : DISENT p51

Gant piv eo bet kavet? Gant unan eus ar warded, dre un taol degouezh.

2015
Référence : EHPEA p34

Stalafioù-ruilh ar bankoù hag ar stalioù a zo diskennet, an hent a zo didud hag an arvest a lak ac'hanon da soñjal en 21 a viz Ebrel (Taol Stad ar goronaled, e 1967), hep an tankoù.

2015
Référence : EHPEA p32

Paotred a bep seurt o flastrañ politikourion a daolioù.

2015
Référence : EHPEA p20

Gallout a reont bezañ skoet gant taolioù penn-bazh, gant gaz-daeraouiñ peotramant c'hoazh bezañ gwasket war lec'hioù bresk o c'horf -koubloù o javedoù, dindan o divgazel, o fri sachet war-dreñv...-

2015
Référence : DISENT p93

Arabat bezañ hegredik pa gaser seurt taolioù da benn: evel ma lâre Martin Luther King, "Un touell eo soñjal e teuy ar justis da ren a-drugarez d'ar vuhezegezh ha d'an nerzh kendrec'hiñ an dud. [...]"

2015
Référence : DISENT p54

Stankañ chanterioù, tourterien, chadennoù-frammañ, kefioù ar gourmarc'hadoù, gichedoù, tier-gar, trenioù a gas lastez nukleel, bagoù gant o marc'hadourezh -pa'z erruont er porzh, pa vezont diskarget-, privezioù un aerborzh pe un embregerezh; stankañ al lastez pe al lizheroù pa zegouezhont peotramant pa'z eont kuit; stankañ dour pe bourvezioù -boued...- ur c'huzuliadeg etre pennoù bras ar bed; stankañ ar pratikoù, an embregerezhioù-pourveziñ, prenañ douaroù e-lec'h ma vo staliet ur raktres noazhus [noazus]; stankañ mont ha dont al lizhiri; stankañ ar c'hreizennoù pellgehentiñ; implijout stank-ha-stank standardoù pellgomz, servij al lizhiri, ar gichedoù, ar faksoù hag ar boestoù posteloù; paeañ an tailhoù hag an taolioù kastiz tamm-ha-tamm, paeañ gant fazioù dister graet a-fetepañs -evel paeañ un nebeut kentimoù re, ar pezh a lak an enebourien da goll amzer hag arc'hant-; troc'hañ an tredan, ar pellgomz, Internet...

2015
Référence : DISENT p58-59

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux