I.
1. Pezh arrebeuri, anezhañ ur bladenn hag un troad pe veur a hini, a c'haller lakaat traoù warnañ.
Un daol goad.
&
(er c'heginoù)
Taol-labour : gorreenn blaen ma aozer ar meuzioù a-raok o foazhañ.
&
Taol-skrivañ : burev (1).
2. Ent strizh
Pezh arrebeuri a lakaer warnañ kement zo ret evit predañ.
Bodet eo an dud en-dro d'an daol evit debriñ koan. Bezañ azezet e penn an daol.
&
Taol-bred, taol-voued, taol-zebriñ : taol ma preder outi.
&
Taol-gegin : taol ma preder outi er gegin.
&
Bezañ ouzh taol : bezañ azezet ouzh un daol, o tebriñ.
&
Azezañ, mont ouzh taol, e stern an daol : azezañ ouzh un daol evit debriñ.
&
Sevel diouzh taol : sevel diwar e gador ha pellaat diouzh an daol goude bezañ debret.
&
E stern an daol : dindan an daol.
Emañ ar c'hi e stern an daol.
&
E stern an daol : ouzh taol.
3. Trl.
STALIAÑ AN DAOL : lakaat war an daol kement zo ret evit debriñ.
Emañ o staliañ an daol.
&
Dresañ, gwiskañ, lakaat, servijañ an daol : he staliañ.
4. Trl.
DISTALIAÑ AN DAOL : lemel diwar an daol ar pladoù, an asiedoù, ar gwer, h.a.
Emañ o tistaliañ an daol.
&
Disterniañ, diwiskañ, sevel an daol : he distaliañ.
5. Trl.
Servijañ ouzh taol: reiñ o lodenn voued d'ar gouvidi.
6. Tr. estl.
OUZH TAOL ! : galv d'an dud evit lavaret dezho dont d'azezañ ouzh an daol pa vez prest ar pred.
&
Taol vat dit, deoc'h ! : troienn hetiñ a reer ganti ouzh ub. zo o tebriñ pe zo o vont da zebriñ.
7. Dre ast., trl.
Un daol vat : un ti ma vez mat ar bevañs.
8. Gwask-taol : kuzh-taol.
II.
Dre ast.
Anv a roer da draoù zo damheñvel ouzh un daol.
&
(en ilizoù)
Taol-sakr, taol-fask, taol ar sakramant : aspled dirak an aoter ma taoulin ar feizidi outañ evit komuniañ.
HS. taol-santel.
Référence :
GON.II
pg bruzun (Ramassez les miettes de pain de dessus la table).
An daol-mañ a zo re vihan evit c’hwec’h den.
Ann daol-mañ a zô ré vihan évid c’houec’h dén
1850
Référence :
GON.II
p.70
Taol ar gegin a zo didroad.
Taol ar gegin a zô didroad.
1850
Référence :
GON.II
pg didroad (La table de la cuisine est sans pied).
Treid an daol
Treid ann daol
1850
Référence :
GON.II
p.19, livre premier, "les pieds de la table".
Likit gwin war an daol.
Likid gwin war ann daol.
1850
Référence :
GON.II
p.91, livre second, « Mettez du vin sur la table ».
« Lavarit din eta, pet gwech, 'hed ar sizhun, / Diwar bara ha dour ez eo rankout deoc'h yun, / E-pad ma vez ganen bemdez Ivon pe Baol / O kefestañ laouen, o tibriñ oc'h va zaol ?
» Lavarit d'in eta, ped gweach, hed ar zizun, / » Diwar bara ha dour ez eo rankout d'hoc'h iun, / » Epad ma vez gan-en bemdez Ivon pe Baol / » O kefesta laouen, o tibri oc'h va zaol ?
1867
Référence :
MGK
p123
Tamm dismegañs ne vije bet / Ha pa vije lakaet [ar gwin] war daol ar roue brasañ ; / Tañvaet e voe diwezhat.
Tamm dismeganz ne vije bet / Ha pa vije lakeat [ar gwin] war daol ar roue brasa ; / Tanveet e voe divezad.
1867
Référence :
MGK
p.39
Eno edont war ar glasder / Eñ, e c'hrwek hag e re vihan ; / N'o doa taol ebet na touzier, / Naon avat en doa pep unan.
Eno e-dont war ar glasder / Hen, he c'hrek hag he re vihan ; / N'ho doa taol e-bed na tousier, / Naoun a-vad en doa peb-unan.
1867
Référence :
MGK
p38
Edod gant lein pa erruas : an ozhac’h, e zaou vevel, he c’hwreg hag e vugale, c’hoazh yaouank, a yoa ouc’h an daol, en-dro da ur podad yod silet.
Edot gant lein pa erruaz : an ozac’h, he zaou vevel, he c’hreg hag he vugale, c’hoaz iaouank, a ioa ouc’h an daol, enn dro da eur podat iod-silet.
1877
Référence :
EKG.I.
p.44
e pleg an daol
1909
Référence :
BROU
p. 410 (entre la table et le banc)
Azezet ouzh an daol, pleget war un delienn baper, ur bluenn entre e vizied, e deod un troatad er-maez e c’hinou, Bilzig a c’hweze.
Azeet ouz an daol, pleget war eun delienn baper, eur bluenn entre e vizied, e deod eun troatad er-mêz e c’hinou, Bilzig a c’houeze.
1925
Référence :
BILZ2
p.166
an daol
1927
Référence :
GERI.Ern
pg an (la table)
taolioù bilhard
taoliou-bilhard
1931
Référence :
VALL
pg billard
taol vilhard
taol-vilhard
1931
Référence :
VALL
pg billard
mont ouzh taol
mont ouz taol
1931
Référence :
VALL
pg attabler
dont ouzh taol
dont ouz taol
1931
Référence :
VALL
pg attabler
[azezet] ouzh taol
[azezet] ouz taol
1931
Référence :
VALL
pg à2 (assis à table)
war an daol
1931
Référence :
VALL
Rakskrid p XXVI
binnigañ an daol
binniga an daol
1931
Référence :
VALL
pg bénédicité
Ne c’houle a briz ebet mont da zibriñ ouzh taol vras an ostaleri.
Ne c’houle a briz ebet mont da zibri ouz taol vras an ostaleri.
1944
Référence :
EURW.1
p.189
Goude bezañ dibabet hag aozet ar gweleoù e tiskenned d'ar refektouer, da zibab un daol.
Goude beza dibabet hag aozet ar gweleou, e tiskenned d'ar refektouer, da zibab eun daol.
1944
Référence :
EURW.1
p31
Anastazi a oa dousoc'h he c'halon : – « Deuit amañ ouzh taol, bugaligoù keizh, emezi, da zebriñ ur bannac'h soubenn, hag un tamm kig-sall ».
Anastazi a oa dousoc'h he c'halon : – « Deuit amañ ouz taol, bugaligou keiz, emezi, da zebri eur bannac'h soubenn, hag eun tamm kig sall ».
1944
Référence :
EURW.1
p38
En ur zigouezhout e oad da gentañ en ur gegin vras ha ledan, karget a fornigelloù, a veñselioù kouevr lugernus, a daolioù hag a gontoueroù.
En eur zigouezout, e oad da genta en eur gegin vras ha ledan, karget a fornigellou, a veñseliou kouevr lugernus, a daoliou hag a gontouerou.
1944
Référence :
EURW.1
p81
Ar c’habiten a erruas prestik, hag e tremenjomp ouzh taol.
Ar c’habiten a erruas prestik, hag e tremenjomp ouz taol.
1944
Référence :
EURW.1
p.203
Meur a wech, e voen pedet ouzh o zaol, gant an eil hag egile.
Meur a wech, e voen pedet ouz o zaol, gant an eil hag egile.
1944
Référence :
EURW.1
p.204
A, pegen brav e vije bet chom atav da vevañ a-gevret, evel gwechall Marc’heien an Daol Gr[e]nn, evel izili ar Brank-Ruz en Iwerzhon o doa savet ur gêr goad war Menez Tara, lec’h e oa boutin an holl draoù.
A, pegen brao e vije bet chom atao da veva a-gevret, evel gwechall Marc’heien an Daol Gronn [sic, « Grenn »], evel izili ar Brank-Ruz en Iwerzon o doa savet eur gêr goad war Menez Tara, lec’h e oa boutin an holl draou.
1944
Référence :
EURW.1
p.208
Mes ur gaou bras o doa lavaret an daou zen, pa azezent ouzh taol, pep hini en e di.
1944
Référence :
ATST
p.38
Evit pegement eta e prestit deomp ho pag ? » — « Hanter kant lur evit tri devezh, hag an arc’hant war an daol a-raok mont kuit eus an ti. »
1944
Référence :
ATST
p.102
Mignon, dit ma gwellañ bennozh / Pa 'c'h eus pardon din-me roet / Rak, moarvat, e varvin henozh / Da-heul nerzh an taolioù skoet.
Mignon, dit ma gwella bennoz / P'ac'h eus pardon din-me roet / Rak, moarvat, e varvin henoz / Da heul nerz an taoliou skoet.
1960
Référence :
PETO
p82
Div daol a zo war al leurenn, un den ouzh pep hini : ar Maer o lenn hag ar Skrivagner ti-kêr o skrivañ. O daou e tougont gwiskamant ar vro : tog ledan, chupenn, bragoù bras ha bodreoù.
Diou daol a zo war al leurenn, eun den ouz pep hini : ar Mêr o lenn hag ar Skrivagner ti-kêr o skriva. O daou e tougont gwiskamant ar vro : tok ledan, chupenn, bragou bras ha bodreou.
1960
Référence :
PETO
p11
En noz-se avat, kerkent ha distaliet an daol, e kemeras ur gantol hag ez eas d'e vurev.
2012
Référence :
DJHMH
p19
Mont a ran betek an daol goad pevarc'hornek gant an doubier brodet hag adlenn al lizher [...]