G.
A.
1. Gwechad teuler, bannañ.
Un taol maen, taolioù mein.
HS. bann.
&
Tr. adv.
Hed un taol maen : nepell.
An ti zo hed un taol maen ac'hanen.
&
Trl.
ER-MAEZ A DAOL : re bell evit bezañ tizhet.
2. (db. al liñvennoù)
Kementad a zever.
Taol ar stivell-mañ zo kreñv : kreñv eo an dour enni.
3. (db. ar plant)
Kresk(enn), poulzad(enn).
Un taol hir he deus graet ar wezenn.
&
Taol-penn : kreskenn bennañ e kern ur blantenn, ur wezenn.
&
[1931] Broñsenn.
4. (db. ar plant)
[1732] Pennad garenn etre daou vell.
Un taol ed.
5. (db. kerniel an anevaled)
Kresk.
Ar vuoc'h-mañ zo o paouez ober he zaol pemp bloaz.
B.
1. (db. an douar)
Kementad douar taolet gant skouarn un arar.
Un taol douar.
HS. bomm.
2. (db. ar mor)
Distro rust ar gwagennoù war o c'hiz pa stokont ouzh udb.
Re a daol zo er mor.
&
Taol-mor : bern-mor.
[1924] [O] bagoù boutet gant an avel, chachet gant ar mare, stropet ha ruilhet gant an taolioù-mor.
C.
1. (db. ar pesked)
Tolpad pesked eus an hevelep spesad o tilec'hiañ a-gevret.
Un taol harinked.
HS. bank, klodad.
2. Dre ast.
Niver bras a.
Un taol bras a bobl, a dud. Un taol traoù zo ganto.
HS. bern.
D. (db. an dud)
Neuz a vez gant ub.
An taol anezhañ a oa kaer ha bourrus.
Référence :
GReg
pg éteule (la partie du tuyau de blé, qui est comprise entre deux de ses neuds)
taolioù
taulyou
1732
Référence :
GReg
pg éteule (la partie du tuyau de blé, qui est comprise entre deux de ses neuds)
lonkañ en un taol
louncqa èn un taul
1732
Référence :
GReg
pg gober (Gober, avaler tout d'un coup.)
lonket en un taol
louncqet èn un taul
1732
Référence :
GReg
pg gober (Gober, avaler tout d'un coup, pp.)
E ziskaret en deus gant un taol batalm.
Hé ziskared en deûz gañd eunn taol batalm.
1850
Référence :
GON.II
pg batalm (Il l'a renversé d'un coup de fronde).
Truez ! oh ! nann ! Pell ac’hano : pa weled unan bennak o fiñval en tu pe du e tenned warnezhañ, evel ma tenn an den onest war ar c’hi klañv, pa vez an hu warnezhañ ha pa en em gav a-zindan e daol.
Truez ! oh ! nann ! Pell ac’hano : pa velet unan bennag o finval enn tu pe du e tennet varnezhan, evel ma tenn an den honest var ar c’hi klan, pa vez an hu varnezhan ha pa en em gaf azindan he daol.
1877
Référence :
EKG.I.
p.40
War un taol diñs e lakont en arvar o frankiz o-unan ha frankiz o gwreg hag o bugale.
War eun taol dins e lakont en arvar o frankiz o-unan ha frankiz o gwreg hag o bugale (3).
1924
Référence :
SKET.II
p.66
Ac’hane e vesent aketus o bagoù bihan ha bras, o bagoù boutet gant an avel, chachet gant ar mare, stropet ha ruilhet gant an taolioù-mor.
Ac’hane e vesent aketus o bagou bihan ha bras. o bagou boutet gant an avel, chachet gant ar mare, stropet ha ruilhet gant an tôliou-mor.
1924
Référence :
BILZ1
Niv. 47, p.1121 (Miz Du 1924).
Ul lamm euzhus, un taol-mor a greuvas war ar Vran, a c’holoas anezhi hed-ha-hed, a savas anezhi, ha, pa gouezhas, ur strak : ar wern d’an traoñ a-rez ar pont.
Eul lamm euzus, eun tôl-mor a greuvas war ar Vran, a c’holoas anei hed-ha-hed, a zavas anei, ha, pa goueas, eur strak : ar wern d’an traon a-rez ar pont.
1925
Référence :
BILZ2
p.172
taol
1931
Référence :
VALL
pg bourgeon
Tud an taol-mañ -a gostez Kerne-Uhel- a rae o diskenn e ostaleri an Itron Faucheur, a oa ar gentañ war an dorn kleiz pa zigouezhed e kêr, tostik da maner ar Sal d'an aotrou Kerouarz, depute rannvro Gallag.
Tud an taol-mañ -a gostez Kerne-Uhel- a rae o diskenn e ostalari [sic] an Itron Faucheur, a oa ar genta war an dorn kleiz pa zigouezed e kêr, tostik da Vaner ar Sal d'an Aotrou Kerouartz, depute rann-vro Gallag.
1944
Référence :
EURW.1
p29-30
Hopal a ra [ar c'hoarier], pa 'z a an horell pell an diaoul : — « Hemañ 'zo taol mat a vrec'h gwell / A ya timat hag a bad pell ».
1944
Référence :
EURW.1
p23
Note d'étude
An droienn "tud an taol-mañ" skrivet gant Taldir (1944) a c'hallfe bezañ tostaet ouzh an termen "tolead" a gaver dindan bluenn Yeun ar Gow.