Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Formes fléchies : 
5
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

1. Gwalleur, reuz. Ur gwalldaol evit hor bro. E varv zo ur gwalldaol evit hor mignoned. 2. Taol fall. Diskuilh gwalldaolioù ar Saozon en Iwerzhon. Herodiadez a gavas an tu d'ober he gwalldaol. DHS. gwallober, mestaol. 3. Torfed a-enep un den, un aozadur (dh. a-enep unan arouezius, evit abegoù politikel). [1954] [...] ha noz-deiz e veze war vourzh ar re-mañ gedourien gouest d’ober diouzh ma tegouezhje, ha d’enebiñ raktal ouzh ur gwalldaol na vije moarvat biken anezhañ. & Ent strizh Torfed ar seurt-se ma implijer danvez tarzh. Seurt gwalldaolioù ned int ket diouzh grad an dud. Divizet e voe aozañ ur gwalldaol. Gwalldaolioù an I.R.A. 4. Gwallzarvoud. Pa'm bo ur gwalldaol n'eo ket an arc'heskob a zeuy da'm fareañ.

Exemples historiques : 
8
Masquer la liste des exemples

Int-i eo a dalvezas gwalldaol ar gizadeg a oa bet skoet ouzh bagad ar Marc’h gant Erkuniz.

1923
Référence : SKET p.132

gwalldaol alouberezh

1931
Référence : VALL pg attentat (à la propriété)

gwalldaol ouzh

1931
Référence : VALL pg attentat (à)

gwalldaol a-enep

1931
Référence : VALL pg attentat (à)

El lenn vras, o devoa taolet eor e[n]-dro d’ar Standart ha d’ar Verite kaerañ listri Bro-C’hall, hobregonet ha rederien, un dek bennak anezho, hag un tammig a-dreñv, bez ’oa un eil gelc’h ken stank all, listri skouadrenn ar Mor Baltel, ha pelloc’h c’hoazh, ur c’helc’h ouzhpenn, listri gall pe rusian, tarzherien ha distrujerien, ha noz[-]deiz e veze war vourzh ar re-mañ gedourien gouest d’ober diouzh ma tegouezhje, ha d’enebiñ raktal ouzh ur gwall-daol na vije moarvat biken anezhañ.

1954
Référence : VAZA p.183-184

Daou-ugent vloaz bennak a zo tremenet abaoe ma hetas dimp kemend-all e Moskov, ha daoust d’an holl drubuilhoù, en desped d’ar gwalldaolioù a venne trec’hiñ warnomp – ha bet hon eus, bugale vat, tammoù a bep seurt blaz, c’hwerv pe drenk, da dañva : daou vrezel, an dispac’h e Rusia, meur ha meur a zisparti, ar c’hleñved, an dienez, ha me oar petra all ouzhpenn ! – bep tro hon eus prennet start hor c’halon ouzh ar gwalleur, ha morse n’hon eus kroget d’en em zebriñ diwar-benn traoù aet e-biou, ha nebeutoc’h c’hoazh a-zivout drouklammoù da zont ha na vo marteze biken anezho.

1955
Référence : VBRU p.54-55

Aes-tre e touellent ’ta archerien, gedourien hag an holl gargidi diouzh-se, hag hogos bemdez e lenned war ar c’helaouennoù pennadoù a-zivout un torfed pe ur gwalldaol e kêr-mañ-kêr.

1955
Référence : VBRU p.37

Rakwelout a ran e c'hellfemp emellout ho mestr en ur gwalldaol euzhus.

2012
Référence : DJHMH p. 77

L'Office public de la langue bretonne