El lenn vras, o devoa taolet eor e[n]-dro d’ar Standart ha d’ar Verite kaerañ listri Bro-C’hall, hobregonet ha rederien, un dek bennak anezho, hag un tammig a-dreñv, bez ’oa un eil gelc’h ken stank all, listri skouadrenn ar Mor Baltel, ha pelloc’h c’hoazh, ur c’helc’h ouzhpenn, listri gall pe rusian, tarzherien ha distrujerien, ha noz[-]deiz e veze war vourzh ar re-mañ gedourien gouest d’ober diouzh ma tegouezhje, ha d’enebiñ raktal ouzh ur gwall-daol na vije moarvat biken anezhañ.
Daou-ugent vloaz bennak a zo tremenet abaoe ma hetas dimp kemend-all e Moskov, ha daoust d’an holl drubuilhoù, en desped d’ar gwalldaolioù a venne trec’hiñ warnomp – ha bet hon eus, bugale vat, tammoù a bep seurt blaz, c’hwerv pe drenk, da dañva : daou vrezel, an dispac’h e Rusia, meur ha meur a zisparti, ar c’hleñved, an dienez, ha me oar petra all ouzhpenn ! – bep tro hon eus prennet start hor c’halon ouzh ar gwalleur, ha morse n’hon eus kroget d’en em zebriñ diwar-benn traoù aet e-biou, ha nebeutoc’h c’hoazh a-zivout drouklammoù da zont ha na vo marteze biken anezho.
Rakwelout a ran e c'hellfemp emellout ho mestr en ur gwalldaol euzhus.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
gwalldapout