Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

G. A. 1. Gwechad teuler, bannañ. Un taol maen, taolioù mein. HS. bann. & Tr. adv. Hed un taol maen : nepell. An ti zo hed un taol maen ac'hanen. & Trl. ER-MAEZ A DAOL : re bell evit bezañ tizhet. 2. (db. al liñvennoù) Kementad a zever. Taol ar stivell-mañ zo kreñv : kreñv eo an dour enni. 3. (db. ar plant) Kresk(enn), poulzad(enn). Un taol hir he deus graet ar wezenn. & Taol-penn : kreskenn bennañ e kern ur blantenn, ur wezenn. & [1931] Broñsenn. 4. (db. ar plant) [1732] Pennad garenn etre daou vell. Un taol ed. 5. (db. kerniel an anevaled) Kresk. Ar vuoc'h-mañ zo o paouez ober he zaol pemp bloaz. B. 1. (db. an douar) Kementad douar taolet gant skouarn un arar. Un taol douar. HS. bomm. 2. (db. ar mor) Distro rust ar gwagennoù war o c'hiz pa stokont ouzh udb. Re a daol zo er mor. & Taol-mor : bern-mor. [1924] [O] bagoù boutet gant an avel, chachet gant ar mare, stropet ha ruilhet gant an taolioù-mor. C. 1. (db. ar pesked) Tolpad pesked eus an hevelep spesad o tilec'hiañ a-gevret. Un taol harinked. HS. bank, klodad. 2. Dre ast. Niver bras a. Un taol bras a bobl, a dud. Un taol traoù zo ganto. HS. bern. D. (db. an dud) Neuz a vez gant ub. An taol anezhañ a oa kaer ha bourrus.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

taol maen

1659
Daveenn : LDJM.1 pg iet (de pierre)

taol

1732
Daveenn : GReg pg éteule (la partie du tuyau de blé, qui est comprise entre deux de ses neuds)

taolioù

1732
Daveenn : GReg pg éteule (la partie du tuyau de blé, qui est comprise entre deux de ses neuds)

lonkañ en un taol

1732
Daveenn : GReg pg gober (Gober, avaler tout d'un coup.)

lonket en un taol

1732
Daveenn : GReg pg gober (Gober, avaler tout d'un coup, pp.)

E ziskaret en deus gant un taol batalm.

1850
Daveenn : GON.II pg batalm (Il l'a renversé d'un coup de fronde).

Truez ! oh ! nann ! Pell ac’hano : pa weled unan bennak o fiñval en tu pe du e tenned warnezhañ, evel ma tenn an den onest war ar c’hi klañv, pa vez an hu warnezhañ ha pa en em gav a-zindan e daol.

1877
Daveenn : EKG.I. p.40

War un taol diñs e lakont en arvar o frankiz o-unan ha frankiz o gwreg hag o bugale.

1924
Daveenn : SKET.II p.66

Ac’hane e vesent aketus o bagoù bihan ha bras, o bagoù boutet gant an avel, chachet gant ar mare, stropet ha ruilhet gant an taolioù-mor.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1121 (Miz Du 1924).

Ul lamm euzhus, un taol-mor a greuvas war ar Vran, a c’holoas anezhi hed-ha-hed, a savas anezhi, ha, pa gouezhas, ur strak : ar wern d’an traoñ a-rez ar pont.

1925
Daveenn : BILZ2 p.172

taol

1931
Daveenn : VALL pg bourgeon

Tud an taol-mañ -a gostez Kerne-Uhel- a rae o diskenn e ostaleri an Itron Faucheur, a oa ar gentañ war an dorn kleiz pa zigouezhed e kêr, tostik da maner ar Sal d'an aotrou Kerouarz, depute rannvro Gallag.

1944
Daveenn : EURW.1 p29-30

Hopal a ra [ar c'hoarier], pa 'z a an horell pell an diaoul : — « Hemañ 'zo taol mat a vrec'h gwell / A ya timat hag a bad pell ».

1944
Daveenn : EURW.1 p23

Notennoù studi

An droienn "tud an taol-mañ" skrivet gant Taldir (1944) a c'hallfe bezañ tostaet ouzh an termen "tolead" a gaver dindan bluenn Yeun ar Gow.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial