P'en em gave gant mignoned, ha pa veze ar gwir d'e c'hrad, e pare en e zaoulagad un dra bennak denek-meurbet ; un dra na dizhe morse ober hent dre e gomzoù evit gwir, met a anade n'eo ket hepken en eztaolioù mut a weler war zremm an den en deus koaniet mat, hogen dreist-holl hag aliesoc'h dre oberoù e vuhez.
Daoust d'an niverus maz eo ar skouerioù roet gant geriadur Dimitrakos, tennet eus an Iliada hag eus an Odissia, an eztaol gwellañ eus ar blegenn m'emaomp eo al lugan a gane ar stourmerion da vare ar juntenn: pegoulz e splanno ar stergann?
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
eztaolouriezh