An trouz a raed a viras da glevet an daou stalaf o vont a-daol, o-daou, an eil da gaout egile, hag er c’hiz-se, pa voe alumet gouloù, e voe kavet serret an nor hag ar prenestroù a du ar porzh a-ziadreñv, ha dre-se e tlee Loull ar Bouc’h bezañ en e di mard oa bet, en noz-se, o lojañ en e gêr.
An trouz a reat a viraz da glevet an daou stalaf o vont a daol, ho daou, an eil da gaout egile, hag er c’his-se, pa oue alumet goulou, e voue kavet serret an nor hag ar prenestrou a du ar porz a-ziadre, ha dre-ze e tlie Loull ar Bouc’h beza enn he di mar doa bet, enn nos-se, o loja enn he gear.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.121
Dre eno e oad kouezhet a-daol war ar veleien, hep m’en doa den klevet hanv a netra.
Dre eno e voat kouezet a daol var ar veleien, ep m’en doa den klevet hano a netra.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.240
Hep lavaret ger, ar soudarded hag o c’habiten a lammas en ti a-daol, a grogas en daou veleg hag a stagas o daouarn dezho a-dreñv o c’hein.
Eb lavaret ger, ar zoudarded hag ho c’habiten a lammaz enn ti a-daol, a grogaz enn daou velek hag a stagaz ho daouarn d’ezho adren ho c’hein.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.166
A-daol
A dôl
1925
Daveenn :
BILZ2
p.146, "D’un coup brusque".
Houp ! houp ! chachañ ’ra a-daol war ar bos : diaraog ar vag a zo war ar garreg.
Houp ! houp ! chacha ’ra a dôl [2] war ar bos : diarog ar vag a zo war ar garreg.