Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1943, 2015] A-greiz-holl. Sevel, mont kuit a-daol-trumm. [1943] An tor a sav a-daol-trumm dindan stumm tornaodoù sonn. [2015] Daoust penaos ez e deuet Adrianí da ober mignoniezh a-daol-trumm gant Likomitrou pa n'o doa lavaret nemet un "demat" reut an eil d'eben abaoe kement a vloavezhioù. HS. a-daol-darzh, a-daol-krenn, souden. 2. [1985] Hep ma vefed o c'hortoz. [1985] A-daol-trumm e vezont skoet gant ur seizien. En em gavout a-daol-trumm.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

An tor anezho, e-lec'h sevel goustad, a sav a-daol-trumm dindan stumm pikoloù tornaodoù sonn, hag ouzhpenn 1000 m. e vez alies ar menezioù tostañ a-zioc'h ar fiord.

1943
Daveenn : TNKN p41

A-daol-trumm, hag int o c'hortoz ma teuy d'ar reuniged sevel war c'horre an dour, e vezont skoet gant ur seizien ha ne dint mui evit flach an disterañ.

1985
Daveenn : DGBD p85

Daoust penaos ez eo deuet Adrianí da ober mignoniezh a-daol-trumm gant Likomitrou pa n'o doa lavaret nemet un "demat" reut an eil d'eben abaoe kement a vloavezhioù.

2015
Daveenn : EHPEA p26

Pouezus eo eta rakwelet barregezhioù hoc'h enebourien d'en em ober ouzhoc'h, o lakaat termenoù berr dezhe da skouer evit ma vefe sevenet ho koulennoù, kuit na vefe obererezhioù nevez a-daol-trumm.

2015
Daveenn : DISENT p78

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial