Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Obererezh disteuler udb. Distaol e ginnig en nec'has. & Mezeg. Distaol un imboud. 2. Dislonk. II. A. 1. Dre ast. Obererezh reiñ en-dro. HS. daskor. & Trl. Reiñ war zistaol : prestañ. 2. Ent strizh Obererezh distreiñ moneiz diwar ur sammad arc'hant. Setu daou lur evit an distaol. B. 1. (er c'henwerzh) Diskenn priz asantet gant ar gwerzher war gwerzh ur varc'hadourezh. Goulennit kaout un tamm distaol. Distaol a oa war ar c'hirri-tan er foar. & Dre ast. Diskar priz ur varc'hadourezh hervez feur an nevid. Ken bras distaol zo war ar piz-bihan ma 'z eo gwelloc'h disterniañ. HS. rabat. 2. (db. ar c'hastizoù, an dle, h.a.) Diskarg, digresk. Reiñ a reas dezhañ an distaol eus e zle. & (impl. da anv unan) Kaout un distaol kastiz. 3. Relij. Diskarg, pardon. Distaol ar pec'hedoù. Kaout an distaol eus e bec'hedoù. Reiñ an distaol d'ar pec'hedoù. 4. Impl. da anv unan. (db. al labourioù) Disamm. Un distaol poan eo bet an dra-se evidomp. C. Sked, skeudenn distaolet gant ur c'horreenn blaen ha lufrus. Distaol skedus gouloù an heol en dour. HS. dameuc'h.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

Chetu pemp gwenneg evit an distaol.

1850
Daveenn : GON.II pg distol (Voilà cinq sous pour l'appoint).

distaol ar pec'hedoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg distol (La rémission des péchés).

distaol

1850
Daveenn : GON.II pg distaol (Voyez "distol"), pg distol (Rejet. Rebut. Restitution, action par laquelle on restitue. Reddition, action de rendre. Appoint. - Rabais, diminution de prix et de valeur. Rémission. Pardon. HV).

distaol

1850
Daveenn : GON.II pg distaol (Voyez "distol"), pg distol (Rejet. Rebut. Restitution, action par laquelle on restitue. Reddition, action de rendre. Appoint. - Rabais, diminution de prix et de valeur. Rémission. Pardon. HV).

distaolioù

1850
Daveenn : GON.II pg distol (Rejet. Rebut. Restitution, action par laquelle on restitue. Reddition, action de rendre. Appoint. - Rabais, diminution de prix et de valeur. Rémission. Pardon. HV. Pl.)

Dalc'het oc'h da ober distaol.

1850
Daveenn : GON.II pg distol (Vous êtes obligé à restitution).

distaol

1909
Daveenn : BROU p. 227 (signifie aussi coup réitéré)

kalz distaol a zo war an ed

1909
Daveenn : BROU p. 227 (déchet)

distaol

1931
Daveenn : VALL pg absolution, baisse

distaol prizioù war

1931
Daveenn : VALL pg baisse

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial