Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. A zistan, zo gouest da zistanañ. Un died distanus d'al labourerien. Un aezhenn distanus. 2. (gant ar verb bezañ, hep rener ; db. an aer, an amzer) Fresk, a zistan an dud. D'enderv-noz e vez distanusoc'h. 3. Dre skeud. A sioula, zo gouest da sioulaat. DHS. peoc'hus.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

Pa gantree Kassignatos, gant e genvrezelidi, du-hont e bro ar C’hreisteiz ha war zouar-meur ar Sav-heol, pe manet e vijent a-sav e-kreiz al liorzhoù o c’hourizañ kêrioù poblet-ec’hon an darn-se eus ar bed, pe e vijent war ar maezioù ma kresk ar gwez fiez hag al lore, war hentoù poultrennek an Azi pe war wrimenn gouelec’hioù dizour ha dic’hlasvez bro Sour (1), ma voulc’he hini pe hini ac’hanomp, paotr pe blac’h, un danevelladenn pe ma kroge gant ur ganadenn diwar-benn amzerioù kentañ Manos ha Bena, e lavarjec’h, va den mat, ez oa kerkent evel p’he dije c’houezhet un aezhenn distanus, o tont aleman, war hor c’halonoù, hag int ker kras hag hon dilhadoù, hor c’hlavioù brezel, ha sternadoù hor c’hezeg.

1923
Daveenn : SKET p.40-41

Hir ha tomm e oa an hañvoù, hag i dazgleboret gant glavioù distanus.

1923
Daveenn : SKET p.66

distanus

1923
Daveenn : SKET p.171, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Rafraîchissant".

distanus

1931
Daveenn : VALL pg (s')adoucir (susceptible d'adoucir)

distanus d'an derzhienn

1931
Daveenn : VALL pg (s')adoucir (susceptible d'adoucir la fièvre)

"Ha trugarekaat a reomp, anaoudek-mat omp ouzhoc'h, Aotrou maodiern," a lavar Gikas a zo ur mailh evit ober eus an tostennerezh ul louzoù distanus.

2015
Daveenn : EHPEA p140

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial