I.
1. Obererezh disteuler udb.
Distaol e ginnig en nec'has.
&
Mezeg.
Distaol un imboud.
2. Dislonk.
II.
A.
1. Dre ast.
Obererezh reiñ en-dro.
HS. daskor.
&
Trl.
Reiñ war zistaol : prestañ.
2. Ent strizh
Obererezh distreiñ moneiz diwar ur sammad arc'hant.
Setu daou lur evit an distaol.
B.
1. (er c'henwerzh)
Diskenn priz asantet gant ar gwerzher war gwerzh ur varc'hadourezh.
Goulennit kaout un tamm distaol.
Distaol a oa war ar c'hirri-tan er foar.
&
Dre ast.
Diskar priz ur varc'hadourezh hervez feur an nevid.
Ken bras distaol zo war ar piz-bihan ma 'z eo gwelloc'h disterniañ.
HS. rabat.
2. (db. ar c'hastizoù, an dle, h.a.)
Diskarg, digresk.
Reiñ a reas dezhañ an distaol eus e zle.
&
(impl. da anv unan)
Kaout un distaol kastiz.
3. Relij.
Diskarg, pardon.
Distaol ar pec'hedoù. Kaout an distaol eus e bec'hedoù. Reiñ an distaol d'ar pec'hedoù.
4. Impl. da anv unan. (db. al labourioù)
Disamm.
Un distaol poan eo bet an dra-se evidomp.
C. Sked, skeudenn distaolet gant ur c'horreenn blaen ha lufrus.
Distaol skedus gouloù an heol en dour.
HS. dameuc'h.
Référence :
GON.II
pg distol (Voilà cinq sous pour l'appoint).
distaol ar pec'hedoù
distol ar béchéjou
1850
Référence :
GON.II.HV
pg distol (La rémission des péchés).
distaol
1850
Référence :
GON.II
pg distaol (Voyez "distol"), pg distol (Rejet. Rebut. Restitution, action par laquelle on restitue. Reddition, action de rendre. Appoint. - Rabais, diminution de prix et de valeur. Rémission. Pardon. HV).
distaol
distol
1850
Référence :
GON.II
pg distaol (Voyez "distol"), pg distol (Rejet. Rebut. Restitution, action par laquelle on restitue. Reddition, action de rendre. Appoint. - Rabais, diminution de prix et de valeur. Rémission. Pardon. HV).
distaolioù
distoliou
1850
Référence :
GON.II
pg distol (Rejet. Rebut. Restitution, action par laquelle on restitue. Reddition, action de rendre. Appoint. - Rabais, diminution de prix et de valeur. Rémission. Pardon. HV. Pl.)
Dalc'het oc'h da ober distaol.
Dalc'hed oc'h da ôber distol.
1850
Référence :
GON.II
pg distol (Vous êtes obligé à restitution).
distaol
1909
Référence :
BROU
p. 227 (signifie aussi coup réitéré)