Galvet o deus ar re a oa en o c’hichen da gemer o ferzh er varrikenn. Gwazed ha merc’hed hag all, gant o botoù-koad, ha da evañ ! da evañ !… Graet o deus, kement ha ker bihan, ken ma en em unanas en-dro d’ar varrikenn un toullad mat a dud, ha pep hini en deus bet e votezad gwin.
Galvet o deus ar re a oa en o c’hichen da gemer o feurz er varrikenn. Gwazed ha merc’hed hag all, gant o boutou koad, ha da eva ! da eva !… Grêt o deus, kement ha ker bihan, ken ma en em unanas en-dro d’ar varrikenn eun toullad mat a dud, ha pep-hini an neus bet e voutezad gwin.