Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

1. Lec'h, savadur foran da azeuliñ un doue. Un templ gresian, roman, egiptat. Kalon an den eo templ bevañ Aotrou Doue. DHS. neved. 2. Ent strizh (enebet ouzh iliz) Lec'h foran da azeuliñ un doue estreget hini ar gatoliked. Temploù o doueoù. & Ent strizh Templ ar brotestanted. & (gant ur bennlizherenn-dal) An Ebestel a daol ur sell war an Templ : hini doue Israel e Jeruzalem.

Exemples historiques : 
12
Masquer la liste des exemples

templ

1499
Référence : LVBCA p192 (temple)

« Da em varvailhañ a rez en bras war an edifis, hag an artifis en templ-mañ, peheni zo gwraet gant douzorn tud ha mecherourien. »

1576
Référence : Cath p6-7

5. Ha neuze ez tisputas [Katell] dre galz a divers konkluzionoù ha silojismoù ouzh an impalaer, e-tal porzh an templ

1576
Référence : Cath p6

M. Ha ret eo enoriñ relegoù ar Sent ? D. Ya. M. Perak ? D. Abalamour ma'z int bet temploù d'an Spered santel ha ma tleont un wezh bennak bezañ reüniet ouzh o eneoù glorius.

1622
Référence : Do. p22

templ

1659
Référence : LDJM.1 pg Temple

Ha ret eo enoriñ relegoù ar sent ? D. Ya. M. Perak ? D. Abalamaour ma'z int bet temploù d'ar Speret Santel, ha ma'z tleont un deiz bezañ reüniet ouzh o eneoù glorius.

1677
Référence : Do. p23

an templ kaer a Salomon a oa komañset pevar c'hant ha pevar-ugent vloaz goude ma voe deuet ar bopl a Israel er-maez eus an Ejipt

1732
Référence : GReg pg après

e Templ Salomon

1850
Référence : GON.II pg templ

temploù

1850
Référence : GON.II pg templ

templ

1850
Référence : GON.II pg templ

Hag hi ha Loeiz, ar paourkaezh gour, / En Templ zo klozet 'barzh an tour, / Da c'hortoz, gwell a-se, / D'ar vro paeañ o dle.

1960
Référence : PETO p44

Ne'm eus ket soñj en dije kaset ac'hanomp biskoazh d'an Akrópole pe da dempl Poseidón, da skouer, e kab Sounion.

2015
Référence : EHPEA p209

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux