1. Lec'h, savadur foran da azeuliñ un doue.
Un templ gresian, roman, egiptat. Kalon an den eo templ bevañ Aotrou Doue.
DHS. neved.
2. Ent strizh (enebet ouzh iliz)
Lec'h foran da azeuliñ un doue estreget hini ar gatoliked. Temploù o doueoù.
&
Ent strizh
Templ ar brotestanted.
&
(gant ur bennlizherenn-dal)
An Ebestel a daol ur sell war an Templ : hini doue Israel e Jeruzalem.
« Da em varvailhañ a rez en bras war an edifis, hag an artifis en templ-mañ, peheni zo gwraet gant douzorn tud ha mecherourien. »
[«] da hem maruaillaff a grez en bras, oar an edefiç hac an artifiç en templ man, peheny so grœat gan douzorn tut, ha mecherouryen :[ »]
1576
Daveenn :
Cath
p6-7
5. Ha neuze ez tisputas [Katell] dre galz a divers konkluzionoù ha silojismoù ouzh an impalaer, e-tal porzh an templ
5. ha neuseu ez disputas dre cals ha diuers conclusionou ha silogismou: ouz an impalarz, etal porz en templ:
1576
Daveenn :
Cath
p6
M. Ha ret eo enoriñ relegoù ar Sent ? D. Ya. M. Perak ? D. Abalamour ma'z int bet temploù d'an Spered santel ha ma tleont un wezh bennak bezañ reüniet ouzh o eneoù glorius.
M. Ha ret eo enoriff relegaou ar Sent? D. Ya. M. Perac? M. A palamour ma-z int bet templou da-n Speret Santel ha ma-z dleont vn guez bennac bezaff reuniet ouz ho eneffou glorius.
1622
Daveenn :
Do.
p22
templ
Templ
1659
Daveenn :
LDJM.1
pg Temple
Ha ret eo enoriñ relegoù ar sent ? D. Ya. M. Perak ? D. Abalamaour ma'z int bet temploù d'ar Speret Santel, ha ma'z tleont un deiz bezañ reüniet ouzh o eneoù glorius.
Ha ret eo henori Religou ar Sent? D. Ya. M. Perac? D. A balamaour maz int bet Templou d'ar Speret santel, ha maz dleont un deiz beza reüniet ous o enéou glorius.
1677
Daveenn :
Do.
p23
an templ kaer a Salomon a oa komañset pevar c'hant ha pevar-ugent vloaz goude ma voe deuet ar bopl a Israel er-maez eus an Ejipt
an témpl caër a Salomon a yoa Coumancet pévar c'hand ha pévar uguend vloaz goude ma voüé deut ar bopl a Israël èr meas vês an Egypt
1732
Daveenn :
GReg
pg après
e Templ Salomon
1850
Daveenn :
GON.II
pg templ
temploù
templou
1850
Daveenn :
GON.II
pg templ
templ
1850
Daveenn :
GON.II
pg templ
Hag hi ha Loeiz, ar paourkaezh gour, / En Templ zo klozet 'barzh an tour, / Da c'hortoz, gwell a-se, / D'ar vro paeañ o dle.
Hag hi ha Loeiz, ar paour kêz gour, / En Templ ' zo klozet 'barz an tour, / Da c'hortoz, gwell a ze, / D'ar vro paea o dle.
1960
Daveenn :
PETO
p44
Ne'm eus ket soñj en dije kaset ac'hanomp biskoazh d'an Akrópole pe da dempl Poseidón, da skouer, e kab Sounion.