tenn
tenn da ober
tennañ
tennoc'h
tenn
tenn
Kudenn an anvioù divoutin a zo bet tenn a-walc'h da zirouestlañ.
- Tenn herzel ouzh ar c'hoant gouzout, Sezni. Ma oufemp petra eo, d'an nebeutañ ! - Tenn eo. Doue, avat, a ro E c'hras da herzel.
Ruz betek e gilpenn, tenn e anal, daoulinet en deus e-kreiz leurenn ar chapel, troet e gein d'an aoter, e zremm ouzh tu an Tad-Mestr hag an daou Dad-Rener.
Nous avions emporté / De quoi pour boulotter… Ya, eme Job, boued sof-kont da voulottiñ, anduilh, bevin, ha kig[-]sall, pep hini ’pezh a garje, ha jistr premier jus da gloukañ ken na vefe tenn war o begel…
Ul labour tenn, start, ha poanius evit an ofiserien hag ar vartoloded, met ul labour n'helled ket tremen heptañ, anez-se koulz e vijet bet da c'hortoz ar peoc'h peurbadus, da lavarout eo bloavezh an erc'h du, gwerzhañ an holl vigi, bras ha bihan, da varc'hadourien kozh hernach.
Evel boaz, rankout a reas Frederig amwelout ar strollad ha gant e zivhar karv-raden ez eas ken prim hag ul luc’hedenn eus an eil regennad vartoloded d’eben, e doare ma voe ret da Fallières piltrotat war e lerc’h, e-giz ur voullig laosket da ruilhal war ar pont, kement ha ken bihan ma ’z oa tenn warnomp gant ar fent, ha mil aon hor boa rak daoudortañ da c’hoarzhin dirak ar paourkaezh Tad kozh.
Ned eo Sassandra nemet ul lec'hig hep talvoudegezh, ha ned eo ket evit lezel pe gemer beajourien, na kennebeut evit kargañ marc'hadourezh, eo e chom al listri a-sav amañ (pe a-wechoù e Tabou, tostoc'h d'al Liberia), met evit kemer en o bourzh morianed a ouenn Krou, hag a vo karget da ober al labourioù tennañ e-keit ha ma vo al lestr gant e droiad er broioù tomm.
Evit klozañ ganti, lâromp c'hoazh e servij an doujañs ouzh an dud hag ar fed da glask kompren anezhe da sioulaat ar jeu pa vez tenn an traoù evel ma c'hoarvez e-pad taolioù stourm difeuls.
Lakaat grizilhonoù dezhañ [da unan bennak] -ha pa vefe kentoc'h arouezius, rak dont a raio ar boliserien da zigabestrañ anezhañ- a c'hall spontañ anezhañ, lakaat ar jeu da vezañ tenn ha degas efedoù fall.
Mots précédents
Mots suivants
tenn