Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. A. 1. (db. danvezioù zo) Zo aet brasañ, hirañ ma c'hall mont, diwar gwered un nerzh a sach pe a vount warnañ. Tenn eo ar gordenn. Kerdin ar violin ne sonont nemet tenn. Tenn eo gouelioù ar vag gant an avel. DHS. reut. HS. stign. & Trl., PEMDEZ Bezañ tenn war ub. : bezañ debret leizh e gof. Debret em eus ur bern bara ken eo tenn warnon. & Lakaat tenn war e vegel : debriñ leizh e gof. Lakaet hor boa re denn war hor begel. [1954] Ya, eme Job, boued sof-kont da "voulottiñ", anduilh, bevin, ha kig[-]sall, pep hini ’pezh a garje, ha jistr premier jus da gloukañ ken na vefe tenn war o begel… 2. Na zistumm ket, na bleg, na astenn ket dh., dindan gwered nerzh pe nerzh. Ur framm tenn stignet lien outañ a ya d'ober an deltenn. B. 1. Diaes, start, poanius. Ur pezh c'hoari tenn da zeskiñ. Tenn eo ar vuhez. Tenn e oa an darempredoù etrezo. Ur brezel tenn. Pegen tenn eo bet da Iwerzhon gounit he frankiz. [1924] Tenn d’ezan distaga e dreid diouz an douar ! [1954] A-drugarez d’am mamm, ampart e oan a-vihanik evit pezh a selle ouzh kanañ ha lenn notennoù ; dont a ris ’ta a-benn eus tri pe bevar fennad tennoc’h-tenn, ha setu laouen an Aotrou Farigoul, ha me ’ta ! [1954] Ul labour tenn, start, ha poanius evit an ofiserien hag ar vartoloded, met ul labour n'helled ket tremen heptañ [...]. & Trl. Bezañ tenn war ub. : bezañ en ur blegenn diaes-tre. [1878] Pa zistroas d’ar gêr an Itron Le Guen de Kerneizon, ar Republik a zistaolas dezhi ul lodenn vras eus he madoù, hag evel-se ne voe ken, ken tenn war Mari Toulleg, hag ar vugale o devoe gwelloc’h bevañs ha boukoc’h gwele. & Ent strizh Bezañ tenn war ub. : bezañ enkrezet. & Bezañ tenn war ub. : bezañ c'hwez en e gof. 2. (db. an hentoù, ar gravioù) Diaes mont gantañ, pignat gantañ. Tenn eo an hent-se. Ur menez tenn. DHS. serzh, sonn. 3. (db. an amzer) Rust, garv. Gwall denn eo an amzer evit ar bloaz. Goañv tenn. 4. (db. ar c'housk) Don. En ur c'housk tenn ha pounner. 5. (db. an dud) Na bleg ket, dizamant. Un den tenn evitañ e-unan. Tenn out gant da vugale. & (db. ar reolennoù, ar c'hastizoù) Strizh, dizamant. Pinijennoù tenn. Ul lezenn denn. HS. strizh, reut. II. Adv. 1. Groñs. Nac'h tenn ober udb. 2. O lakaat poan. N'ho po tamm anez labourat tenn. HS. kalet, start.

Skouerioù istorel : 
41
Kuzhat roll ar skouerioù

ober tennañ heg ouzh e dad) [pe

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ober tennaëc (ouz e dat)

tenn, ha n'oufet ket e soublañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg impitoiable, inflexible

tenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg rigoureux

kloz ha tenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg étroitement

tenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg asppre, exact, fier, rude

tenn

1732
Daveenn : GReg pg fier (hautain)

tenn

1732
Daveenn : GReg pg apre

tenn da ober

1732
Daveenn : GReg pg laborieux (penible)

tennoc'h

1732
Daveenn : GReg pg austere (rude, severe)

kunduiñ ur vuhez tenn

1732
Daveenn : GReg pg (mener une vie) austere

amann tenn

1732
Daveenn : GReg pg beurre (fort, qui est gâté, qui prend au gosier)

tennañ

1732
Daveenn : GReg pg fier (hautain)

tennoc'h

1732
Daveenn : GReg pg fier (hautain)

kloz ha tenn

1732
Daveenn : GReg pg étroitement (ou à l'étroit)

tenn

1732
Daveenn : GReg pg austere (rude, severe)

Tenn eo an diskenn.

1850
Daveenn : GON.II pg diskenn (La descente est roide).

tenn

1850
Daveenn : GON.II pg gourd, gourt, reûd, reût, tender, pg tenn (difficile à tirer. tendu. roide. rude. rigoureux. rudement. rigoureusement).

Gwall-denn eo an hent-mañ.

1850
Daveenn : GON.II pg tenn (ce chemin-ci est bien rude).

N'eo ket re denn al lezennoù-se.

1850
Daveenn : GON.II pg tenn (ces lois ne sont pas trop rigoureuses).

kloz ha tenn

1850
Daveenn : GON.II pg tenn (étroitement, à l'étroit).

labourat tenn da greskiñ mad an holl; ha petra c'hoazh ?

1867
Daveenn : MGK Rakskrid XII

Pa zistroas d’ar gêr an Itron Le Guen de Kerneizon, ar Republik a zistaolas dezhi ul lodenn vras eus he madoù, hag evel-se ne voe ken, ken tenn war Mari Toulleg, hag ar vugale o devoe gwelloc’h bevañs ha boukoc’h gwele.

1878
Daveenn : EKG.II p.232

Neb en deus brezelekaet er Sav-heol, war glannoù an Danuvios izelañ, dirak kreñvlec’hioù Brigetio, Bononia, Ratiaria, Durosteron ha Noviodunon, a oar, dre anaoudegezh-prenet, peger kadarn ha peger ferv eo an Draked, pegen tenn eo o saouzaniñ hag ober dezho kilañ.

1923
Daveenn : SKET p.43

Hir, tenn ha risklus, diouzh m’heller er meizañ diwar an henzanevelloù, ez oa an hent eus ar vro-Wenn d’an Albis.

1923
Daveenn : SKET p.139

Aner e vije bet dit klask e gouenn Vanos, er mare ma komzan, dremmoù krizet a roufennoù, genaouioù kamm ha dizent, choukoù o krommañ dindan bouez an hirhoal, izili treuzet gant ar remm hag ar glizi, korfoù disneuziet gant labour tenn an douar.

1923
Daveenn : SKET p.69-70

Tenn dezhañ distagañ e dreid diouzh an douar !

1924
Daveenn : SKET.II p.36

Al labour a raent a oa tenn ha risklus, rak ar c'hirinoù a gempennent a oa leun-kouch a vateri tarzhus ha kabellet gant eur viñs-enaou-tan.

1929
Daveenn : SVBV p. 6

tenn

1931
Daveenn : VALL pg ardu (difficile), austère

Kudenn an anvioù divoutin a zo bet tenn a-walc'h da zirouestlañ.

1943
Daveenn : TNKN p8

- Tenn herzel ouzh ar c'hoant gouzout, Sezni. Ma oufemp petra eo, d'an nebeutañ ! - Tenn eo. Doue, avat, a ro E c'hras da herzel.

1949
Daveenn : SIZH p.54

Ruz betek e gilpenn, tenn e anal, daoulinet en deus e-kreiz leurenn ar chapel, troet e gein d'an aoter, e zremm ouzh tu an Tad-Mestr hag an daou Dad-Rener.

1949
Daveenn : SIZH p.59

A-drugarez d’am mamm, ampart e oan a-vihanik evit pezh a selle ouzh kanañ ha lenn notennoù ; dont a ris ’ta a-benn eus tri pe bevar fennad tennoc’h-tenn, ha setu laouen an Aotrou Farigoul, ha me ’ta ! ne oa ket neuze an holl lorc’h e Pariz !

1954
Daveenn : VAZA p.81

Nous avions emporté / De quoi pour boulotter… Ya, eme Job, boued sof-kont da voulottiñ, anduilh, bevin, ha kig[-]sall, pep hini ’pezh a garje, ha jistr premier jus da gloukañ ken na vefe tenn war o begel…

1954
Daveenn : VAZA p.118

Ul labour tenn, start, ha poanius evit an ofiserien hag ar vartoloded, met ul labour n'helled ket tremen heptañ, anez-se koulz e vijet bet da c'hortoz ar peoc'h peurbadus, da lavarout eo bloavezh an erc'h du, gwerzhañ an holl vigi, bras ha bihan, da varc'hadourien kozh hernach.

1954
Daveenn : VAZA p.123-124

Evel boaz, rankout a reas Frederig amwelout ar strollad ha gant e zivhar karv-raden ez eas ken prim hag ul luc’hedenn eus an eil regennad vartoloded d’eben, e doare ma voe ret da Fallières piltrotat war e lerc’h, e-giz ur voullig laosket da ruilhal war ar pont, kement ha ken bihan ma ’z oa tenn warnomp gant ar fent, ha mil aon hor boa rak daoudortañ da c’hoarzhin dirak ar paourkaezh Tad kozh.

1954
Daveenn : VAZA p.155-156

Allas ! allas ! aotrou kure, / Pebezh hurlink, pebezh hunvre ! / Chal ha nec'hamant penn-da-benn / D'am c'halon baour o c'houzañv tenn.

1960
Daveenn : PETO p22

Ma c'hefridi eo deut ar pred, / Kuit a fazi d'he c'has da benn, / Hag en ober 'rin pa 'z eo ret, / Dre breder kriz ma micher denn.

1960
Daveenn : PETO p13

Ha ne c'houzez ket eo da gure kozh / A glaskan, hep ehan, da graouiañ kloz / Evit bezañ, da c'houde, barnet tenn / Ha, diwar e zivskoaz, lamet e benn ?

1960
Daveenn : PETO p36

Ned eo Sassandra nemet ul lec'hig hep talvoudegezh, ha ned eo ket evit lezel pe gemer beajourien, na kennebeut evit kargañ marc'hadourezh, eo e chom al listri a-sav amañ (pe a-wechoù e Tabou, tostoc'h d'al Liberia), met evit kemer en o bourzh morianed a ouenn Krou, hag a vo karget da ober al labourioù tennañ e-keit ha ma vo al lestr gant e droiad er broioù tomm.

1985
Daveenn : DGBD p19

Evit klozañ ganti, lâromp c'hoazh e servij an doujañs ouzh an dud hag ar fed da glask kompren anezhe da sioulaat ar jeu pa vez tenn an traoù evel ma c'hoarvez e-pad taolioù stourm difeuls.

2015
Daveenn : DISENT p51

Lakaat grizilhonoù dezhañ [da unan bennak] -ha pa vefe kentoc'h arouezius, rak dont a raio ar boliserien da zigabestrañ anezhañ- a c'hall spontañ anezhañ, lakaat ar jeu da vezañ tenn ha degas efedoù fall.

2015
Daveenn : DISENT p63

Ofis publik ar brezhoneg