tenn
un tenn bir
ober un tenn bir
graet un tenn bir
tenn
Gouzout a raen bremañ ar pezh em boa c’hoant da c’houzout ; edon e-touez ar balan ; sevel a ris va fuzuilh dreist ar bleñchoù, bizañ a ris e-pad m’edo Brutus an Normant o komz en ur sakreal hag en ur bec’hiñ ouc’h [ouzh] unan eus e gamaraded ; an tenn a strakas, ha pec’hed Brutus a voe troc’het dre an hanter.
P’en em gavjomp e Kergidu, e oa sioul an traoù, ne dregerne ken an draonienn gant ar youc’herezh, an tennoù fuzuilh hag an tennoù kanol ; n’oa den war vale e neblec’h ; ne weled nemet gwez dibennet, kleuzioù freuzet, parkeier turiet evel pa vije bet e pep hini kant penn-moc’h-gouez oc’h ober o ebat.
tenn akebutenn
Ne zaleas ket da stouiñ e benn, rak bolodoù un tenn fuzuilh a c’hwitellas dreist ar c’hleuz, hag a nijas tost dezhañ. — « Manket ! » a lavaras un den.
Lom a gemeras ur skourjez, ha, dao ! an duchenn a zraskas tennoù er glud, a-hed hag a-dreuz.
Daoust ha ma klaske repu en he c’hambrig, eviti da stouvañ he divskouar [sic, divskouarn] hag he fenn kuzhet ganti dindan ar pallennoù[-]gwele, bepred e stage da zifroñkal ha da grial forzh he buhez adal ma kleve an tennoù o strakal.
Eno, e troas e penn ur « samouraï » trelatet skeiñ gantañ un taol sabrenn, ha muntret e vije bet moarvat an tzarevitch panevet d’e vignon, mab roue Gres, a lazhas an torfedour gant un tenn pistolenn.
Unan ha kant tenn kanol, hervez m’eo dleet da bennrenerien stad, c’hwitelladennoù ar c’harter-mistri gwernerien war-c’hed a-us da skeulig a-dreñv ar Vérité, kan broadel Bro-C’hall ken ma tregerne an heklev ouzh kozh tiez kae Dukark, ha setu Fallières o lestrañ war vourzh, ouzh e heul ur jeneral hag ofiserien a renk uhel, hag evel-just ul lostennad lakizien, gant an Aotrou Lhéritier hag e dog foñs hir e penn-kentañ.
Pennfollet gant strak spontus an tennoù ne baoueze ket holl fraved an tour da darnijal [da zarnijal] ha da goagal a-us d’ar vourc’h.
Gounezet en devoa e-keit-se medalenn ar Meksik ha div pe deir all ouzhpenn, hag, o vezañ ma voe bet gloazet ha gweet krenn biz meud e zorn kleiz gant un tenn e porzh-mor La Vera Cruz ne veze graet dioutañ e Priel nemet Biz Kamm...
Ha kalz ivez o deus dizesket ober gant doareoù hemolc'h ar re gozh ; ha strizh eo ouzhpenn lezennoù ar Gouarnamant war ar chase, ha diaes bras eo d'ur morian kaout an tu da vezañ fiziet ennañ ur fuzuilh koulz ha da gaout tennoù da lakaat e-barzh p'en devez unan.
O lezel [ar gazetennerion] da aloubiñ ma burev ha da zispakañ evel tennataerion. Azezañ a ran ha gortoz e strakfe an tennoù kentañ.
Un tenn eeun e oa bet e vuhez dezhañ dre dremmvro displann he buhez dezhi.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
tenn