Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Formes fléchies : 
176
Afficher les formes fléchies

Définition :  Masquer la définition

V.g. 1. Ober un trouz boud ha dibaouez. Bouboual evel un hed-gwenan. Ar mor a vouboue. Heklev ar c'homzoù-se a voubou bepred en-dro d'an ti. [1954] C'hoarzh, ha skrign, ha garm, ha youc'h, ne baouezent ket gant o safar ha ken skiltr e oa o mouezh ma vouboue va divskouarn e-keit ma huchent warnomp a-heligentañ. HS. fraoñval, safroniñ, sardoniñ, boudal, boudinellañ. 2. (db. an dud) Ober kalz trouz. [1954] Pieds Plats ’vat a vounte e fri e pep lec’h ha plediñ a rae gant kement tra : ur gwaz strizh ha garv anezhañ, krenañ a rae pep hini dirazañ, hag adal goulou-deiz bete serr-noz e veze klevet o vouboual hag o veogal eus an eil korn d’egile. HS. trouzal.

Exemples historiques : 
7
Masquer la liste des exemples

bouboual

1927
Référence : Geri.ern pg boubou

bouboual

1931
Référence : VALL pg bourdonner

Ar « ravolt » a veze leuskel a-gevret, war ar renkoù, bep a c'hwitelladenn ; er studi, skeiñ a-gevret gant ar botoù-koad war ar pleñchod ; er refektouer, pa zisplije ar boued, boudal pe vouboual hep digeriñ ar genoù, evel un hed-gwenan o sevel.

1944
Référence : EURW.1 p40

Bouboual a ra an avel.

1944
Référence : EURW.1 p.110

Pieds Plats ’vat a vounte e fri e pep lec’h ha plediñ a rae gant kement tra : ur gwaz strizh ha garv anezhañ, krenañ a rae pep hini dirazañ, hag adal goulou-deiz bete serr-noz e veze klevet o vouboual hag o veogal eus an eil korn d’egile.

1954
Référence : VAZA p.84

C'hoarzh, ha skrign, ha garm, ha youc'h, ne baouezent ket gant o safar ha ken skiltr e oa o mouezh ma vouboue va divskouarn e-keit ma huchent warnomp a-heligentañ.

1954
Référence : VAZA p.91

A-wechoù e tegouezhe dimp klevout ur c’horn all o vouboual er pellder, met netra ne veze gwelet, hag ar mor, sioul[-]kenañ, ne rae na fiñv na soroc’h, evel p’en divije bet aon rak ne oar den petra, pe evel pa vije bet o c’hedal ivez kerkoulz ha ni.

1954
Référence : VAZA p.107

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux