Plus d'options

Prononciation

Fréquence d'emploi : 

Attesté dans : 
NDBF
GBAHE

Mots parents :
0

Définition :  Masquer la définition

[1925, 1927, 1931, 1954] Trouz ingal boud ha dispis. Boubou ar veajourien. Ur voubou zo en e zivskouarn, evel trouz ar mor. Ar boubou a sav el lec'h ma vez un taol-gwenan. [1954] Ha blejal, youc’hal, garmiñ, beogal ha yudal a raent gwitibunan, pep hini en e yezh, hag a-bouez-penn, ken ma veze o safar trec’h da voubou ar pedennoù, diskan ar c’hantikoù, soroc’h ken lies a votez o voustrañ poultr ha mein an hent bras, da n’eus forzh peseurt trouz all, ha zoken da vimbalaoñ ar c’hleier o vrallañ. HS. boudinell, vorm.

Exemples historiques : 
5
Masquer la liste des exemples

War an dachenn, dirak ar maner, ar voubou a save eus un hevelep engroez a davas. Paotred ar binioù a c’hwezhas en o sier, ar peder vombard a unanas o soniri ; an tri daboulin hag ar pilligoù, pep hini en o lec’h, a roio o skoazell dudius d’ar soniri, hag entre pep kouplad ar c’herniel-boud a fredono, a richano, tre ma c’hallfont. Ha bec’h dezhi !

1925
Référence : BILZ2 p.158

En-dro d’ar maner e savas neuze youc’hadennoù, skrijadennoù, un dourni, ur voubou… N’ouzon ket penaos maner Kervarker n’eo ket bet kouezhet en e boull !… Evit ur jolori, setu amañ ur jolori.

1925
Référence : BILZ2 p.160

boubou

1927
Référence : Geri.ern pg boubou

boubou

1931
Référence : VALL pg bourdonnement

Ha blejal, youc’hal, garmiñ, beogal ha yudal a raent gwitibunan, pep hini en e yezh, hag a-bouez-penn, ken ma veze o safar trec’h da voubou ar pedennoù, diskan ar c’hantikoù, soroc’h ken lies a votez o voustrañ poultr ha mein an hent bras, da n’eus forzh peseurt trouz all, ha zoken da vimbalaoñ ar c’hleier o vrallañ.

1954
Référence : VAZA p.54

L'Office public de la langue bretonne

Réseaux sociaux