War an dachenn, dirak ar maner, ar voubou a save eus un hevelep engroez a davas. Paotred ar binioù a c’hwezhas en o sier, ar peder vombard a unanas o soniri ; an tri daboulin hag ar pilligoù, pep hini en o lec’h, a roio o skoazell dudius d’ar soniri, hag entre pep kouplad ar c’herniel-boud a fredono, a richano, tre ma c’hallfont. Ha bec’h dezhi !
boubou
boubou
Ha blejal, youc’hal, garmiñ, beogal ha yudal a raent gwitibunan, pep hini en e yezh, hag a-bouez-penn, ken ma veze o safar trec’h da voubou ar pedennoù, diskan ar c’hantikoù, soroc’h ken lies a votez o voustrañ poultr ha mein an hent bras, da n’eus forzh peseurt trouz all, ha zoken da vimbalaoñ ar c’hleier o vrallañ.
Degaset hor boa ganimp hor binvioù, met koulz e vije bet dimp o lezel war vourzh, rak gwell ’oa gant ar sultan e sonerien-eñ, morianed eus e ward, hag a rae gant pifoù, flaütoù skiltroc’h skiltr, ha dreist-holl gant taboulinoù, taboulinouigoù, simbalennoù, brizilhonoù ha me oar, ur safar marteze dudius a-walc'h da selaou eus a-bell, evel da skouer boubou diston ar raned e-kerzh an hañv da serr-noz.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
boubou