1. Teodek, barrek da deodata.
N'eo ket pounner an tamm anezhañ, met teodet avat !
2. (impl. dirak un ag. doareañ)
Teodet-mat : troet da gomz kalz.
Ne oa ket teodet mat a-walc'h evit ober berzh en ostalerioù.
&
Teodet-kaer, teodet-mat : helavar.
Ar gwellañ teodet den a oa en e amzer.
&
Teodet-fall : troet da zroukkomz.
Ur vaouez teodet-fall en em lakaas da sevel an dud enep dezhañ.
&
Trl.
Teodet hir ha dornet berr : troet da gomz kalz ha da chom hep ober.
HS. begek, kaozeüs, distagellet, lañchennet, latennet.