Pa veze diskarget al lestrig ez ae ar vartoloded, ken dinec’h ha tra, d’ar porzh-mor, en u[l] lavaret n’oant nemet pesketaerien baour, distaolet war douar Bro-Saoz gant ur barr-gwallamzer.
Pa viche diskarget al lestrik ez ea ar vartoloded, ken dinec’h ha tra, d’ar porz mor, en eur lavaret n’oant nemed pesketerien baour, distaolet var douar Bro-Zaoz gant eur barr goall amzer.
1877
Référence :
EKG.I.
p.18
A-raok mont er-maez eus an ti, ar c’habiten a zistroas ouc’h Anna ha Mari, en u[l] lavaret dezho : — Krenañ a dle war e dreid an nep piv bennak a zisent ouc’h ar Republik ; hag ar Republik a zifenn reiñ golo d’ar veleien pennoù-fall a ya enepti ha ne heuliont ket he lezenn.
Araok mont er meaz euz an ti, ar c’habiten a zistroaz ouc’h Anna ha Mari, en eur lavaret d’ezho : — Krena a dle var he dreid an nep piou bennag a zizent ouc’h ar Republik ; hag ar Republik a zifenn rei golo d’ar veleien pennou-fall a ia enep-d’hi ha ne heuliont ket he lezenn.
1878
Référence :
EKG.II
p.181
— Petra ? C’hoant hoc’h eus da lavaret ne rit ket a fae war ar Republik ? Koulskoude, n’oc’h bet nemet ur wech hepken e ti-kêr, un dervezh m’oac’h bet lakaet da sinañ e oac’h hanvet maer ; abaoe n’oc’h ket bet war-dro. Ha n’eo ket an dra-se ober fae war ar Republik ?
— Petra ? C’hoant oc’h euz da lavaret ne rit ket a fae var ar Republik ? Kouskoude, n’oc’h bet nemed eur veach epken e ti-kear, eun dervez m’oac’h bet lakeat da zina oac’h hanvet mear ; abaoue n’oc’h ket bet var dro. Ha ne ket an dra-ze ober fae var ar Republik ?
1878
Référence :
EKG.II
p.65
Graet gante ur c’helc’h ha ledan, Bilzig a droe e viz en kreiz, en ur lavaret : Bia bia bia la Piv a yelo da gigañ ?
Grêt gante eur c’helc’h ha ledan, Bilzig a droe e viz en kreiz, en eur lavaret : Bia bia bia la Piou a yelo da gika ?
Ar voereb a glaskas dindan ar pennwele, a dennas a-zindanañ alc’houez an armel hag a roas an alc’houez-se da Job en ur lavarout : — « Trist, trist eo ! » — « Ya, trist eo, » a respontas Lom. A-benn neuze, Job a furche en armel.