v.
1. V.g.
Azezañ war un dorchenn.
Dont a raent alies da dorchenniñ e-tal dezhañ.
2. V.k.e.
Gwarnisañ (udb.) gant torchennoù pe danvez blot.
Div big o torchenniñ o neizh.
3. V. em.
EN EM DORCHENNIÑ : azezañ war un dorchenn.
En em dorchennet e oa àr ar bank.
Ha, p’en deveze graet gantañ e redadenn-veure, deut en-dro d’ar marchosi, eñ eo adarre e dorchenne, a c’houzerie dindanañ hag a bourchase e rastellad-foenn evit an noz.
Ha, p’en deveze graet gantan e redadenn-veure, deut en-dro d’ar marchosi, hen eo adarre e dorchenne, a c’houzerie dindanan hag a bourchase e rastellad-foenn evid an noz.