Télécharger les mots parents foet-e-drantell frip-e-drantell lonk-e-drantell tranteller
Ar brud a oa en em skignet penaos an aotrou marc’heg, fritet gantañ e drantell e Roazhon pe e Pariz, en devoa ranket dont da c’houlenn repu digant e vamm ; darn all a lavare penaos ar marc’heg, erru un tamm en oad, tremenet gantañ e hanter-kant vloaz, a oa deuet da Gervarker da ziskuizhañ, evit disternañ, evit erbediñ an nebeud peadra a oa manet gantañ war-lerc’h ar c’hartoù hag ar merc’hed.
Evelato, gwell brim e teuas a-benn da foetañ e drantell, ha souzhet[-]krenn e vanis pa grogas va c'hulatorez Soaz Sapeur da ziskleriañ [zisklêriañ] din ar wirionez war he c'hed : "Selaou, mabig, emezi, graet eo an taol gant da dad brav ; dre lonkañ ez eo aet e holl vadoù en e gorf. [...]"
Netra ne c’hounezemp evel[-]just ; evit netra e roen va amzer ha va foan, ha Kavijilli e wenneien, ha ma teuas ar paour kaezh da fripañ e drantell un nebeudig kent mont da anaon, hor reuziad c’hoariva, am eus aon bras, a zo bet kiriek un tammig da gement-se.
"Trantell" [a dalvez] : strouilhenn, plac'h didalvez.
Mots précédents
Mots suivants
trantellañ