I.
1. Framm goulazhoù pe vizhier kenstur ha keit-ha-keit an eil diouzh egile.
&
Ent strizh, gwechall
Ar framm-se a veze implijet da lakaat an anduilh, ar c'hig-sall pe ar blonegennoù da vogediñ.
2. Klouedenn a vez lakaet en daou benn d'ar c'hirri.
II.
Dre skeud.
A. (db. an traoù)
1. Boued fall.
DHS. keusteurenn.
2. Kegin aveet fall-kenañ, a vank pep tra enni.
3. Madoù.
Teuzet eo an drantell.
Hep dale ez ay e drantell da netra.
[1925] Ar brud a oa en em skignet penaos an aotrou marc’heg, fritet gantañ e drantell e Roazhon pe e Pariz, en devoa ranket dont da c’houlenn repu digant e vamm [...].
&
Trl. PEMDEZ
Debriñ, foetañ, fripañ, lipat e drantell : peurzispign e holl beadra.
Foetet en deus pizh e drantell.
HS. strapenn.
4. Trl. PEMDEZ
Kas e vadoù da drantell : peurzispign e holl beadra.
B. (db. an dud)
1. Plac'h skañv, a ren ur vuhez diroll.
Honnezh zo un drantell.
DHS. gast.
2. Plac'h troet d'en em fichañ.
Sell an drantell gozh-mañ !
HS. strinkell.
Daveenn :
GReg
pg boire (depenser son bien), (foëter sa) boutique (dépenser ce qu'on a), pg depenser (follement tout son bien)
foetet e drantell
foëtet e drantell
1732
Daveenn :
GReg
pg boire (depenser son bien)
Ar brud a oa en em skignet penaos an aotrou marc’heg, fritet gantañ e drantell e Roazhon pe e Pariz, en devoa ranket dont da c’houlenn repu digant e vamm ; darn all a lavare penaos ar marc’heg, erru un tamm en oad, tremenet gantañ e hanter-kant vloaz, a oa deuet da Gervarker da ziskuizhañ, evit disternañ, evit erbediñ an nebeud peadra a oa manet gantañ war-lerc’h ar c’hartoù hag ar merc’hed.
Ar brud a oa en em skignet penôs an ôtrou marc’heg, fritet gantan e drantell e Roazon pe e Pariz, an nevoa ranket dont da c’houlenn repu digant e vamm ; darn all a lavare penôs ar marc’heg, erru eun tamm en oad, tremenet gantan e hanter-kant vlâ, a oa deut da Gervarker da ziskuiza, evit disterna, evit elbedi an nebeud peadra a oa manet gantan war-lerc’h ar c’hartou hag ar merc’hed.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.152
Pep hini a c'helle, pa veze debret e drantell, dont da gestal boued da Gêr-Alor.
Pephini a c'helle, pa veze debret e drantell, dont da gestal boued da Gêr-Alor.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.147
Disent vil diouzh Hon Tad Santel, / D'an Nasion, ar gozh trantell, / E touis fealded dre le / Ha me disamm a gazel-ge.
Disent vil diouz Hon Tad Santel, / D'an Nasion, ar goz trantell, / E touis fealded dre le / Ha me disamm a gazelge.