v.
1. V.g.
Evañ a-gevret gant tud all goude bezañ stoket ar gwerennoù evit diskouez levenez, mignoniezh, pe evit ezteuler un het.
Deus amañ da drinkañ ganimp ! Ur banne hini dous evit trinkañ da yec'hed an dud yaouank.
2. V.k.e.
Trl.
TRINKAÑ UR GER : rannañ ur ger. Ma vez trinket ur ger diwar-benn an traoù-mañ.
HS. faoutañ, tintal.
Alo, Prat, digas pep a vanne deomp da drinkañ gant Kivoron, rak hemañ en deus mall da vont kuit.
Alo, Prat, digas peb a vanne d’eomp da drinka gant Kivoron, rak heman en deuz mall da vont kuit.
1877
Référence :
EKG.I.
p.221
— Yec’hed dit, Kivoron, eme ar c’habiten en ur drinkañ. — Yec’hed da Ester ivez, eme ar serjant, ha nerzh dezhi da skeiñ start war choug he fried, ma ne bak pesk ebet dezhi.
— Iec’hed did, Kivoron, eme ar c’habiten en eur drinka. — Iec’hed da Esther ive, eme ar serjant, ha nerz d’ezhi da skei stard var chouk he fried, ma ne bak pesk ebed d’ezhi.
1877
Référence :
EKG.I.
p.221
Domaj eo n’emañ ket Herri aze ivez evit trinkañ ganeoc’h, rak Herri a gar kenañ ar sistr hag ar peurrest, hag ur sizhun ’zo n’eo ket bet er gêr.