Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v. 1. V.g. Evañ a-gevret gant tud all goude bezañ stoket ar gwerennoù evit diskouez levenez, mignoniezh, pe evit ezteuler un het. Deus amañ da drinkañ ganimp ! Ur banne hini dous evit trinkañ da yec'hed an dud yaouank. 2. V.k.e. Trl. TRINKAÑ UR GER : rannañ ur ger. Ma vez trinket ur ger diwar-benn an traoù-mañ. HS. faoutañ, tintal.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

trinkañ

1732
Daveenn : GReg pg boire (trinquer en bûvant)

trinket

1732
Daveenn : GReg pg boire (trinquer en bûvant)

trinkiñ

1732
Daveenn : GReg pg boire (trinquer en bûvant)

drinkañ

1732
Daveenn : GReg pg boire (trinquer en bûvant)

drinket

1732
Daveenn : GReg pg boire (trinquer en bûvant)

trinkañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg triñka

trinket

1850
Daveenn : GON.II.HV pg triñka

deut da drinkañ ganeomp

1850
Daveenn : GON.II.HV pg triñka

Alo, Prat, digas pep a vanne deomp da drinkañ gant Kivoron, rak hemañ en deus mall da vont kuit.

1877
Daveenn : EKG.I. p.221

— Yec’hed dit, Kivoron, eme ar c’habiten en ur drinkañ. — Yec’hed da Ester ivez, eme ar serjant, ha nerzh dezhi da skeiñ start war choug he fried, ma ne bak pesk ebet dezhi.

1877
Daveenn : EKG.I. p.221

Domaj eo n’emañ ket Herri aze ivez evit trinkañ ganeoc’h, rak Herri a gar kenañ ar sistr hag ar peurrest, hag ur sizhun ’zo n’eo ket bet er gêr.

1944
Daveenn : ATST p.29

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial