dineuz
dineuz
Ur paotr dineuz a-walc’h anezhañ, tremen berr e oa e zeskamant ha netra n’en devoa er bed-mañ nemet e c’hopr dister hag an tammoù dilhad en-dro dezhañ.
Diarc’hen eo an darnvuiañ [darn vuiañ] anezho hag e-giz loeroù e wrinvallont ouzh o divhar pilhennoù lien staget gant sugelloù kanab. Hogen, gant hiniennoù ez eus e-pign war goubl o brec’h ur re votoù ken pounner, ken dineuz ha re ar wazed, ha ne vez gwisket moarvat nemet pa fell d’ar perc’henn mont da vale kêr.